Olivier Jegou de Kervilio

Olivier Jegou de Kervilio zo bet eskob Treger eus 1694 da 1731.

Olivier Jegou de Kervilio

Chaloni hag arc'hdiagon Kemper e oa pa oa bet anvet gant ar roue eskob Treger, war-lerc'h Eustache Le Sénéchal de Carcado, d'an 29 Mae 1694, ha sakret en iliz Port-Royal d'an 3 Here ar bloaz-se. Tomm e oa ouzh doktrin Jansenius, hag enebet e oa ouzh ar builh "Unigenitus" embannet gant ar pab Klemañs XI, hag abalamour da se e oa tostaet d'ar c'hardinal de Noailles, arc'heskob Pariz, hag e oa e penn ar c'halverien. Abalamour da se, e-giz respont, ne oa ket bet pedet gant ar pab, eñ na den ebet eus an eskopti, e jubile 1725.

En argant e hucher en sabel heuliet gant tri banniel en glazur, karget pep hini gant ur groazig avalouek en aour

Da vare an Aotrou de Kervilio e oa bet diazezet e Landreger, gant an Itron de Lezardot, ur gumuniezh merc'hed anvet Seurezed Sant-Paol. Aotreet e oant bet gant an eskob d'an 23 Mezheven 1727.

Graet en devoa adkempenn palez an eskopti er bloaz 1700.

Eno e yeas da Anaon d'an 2 Eost 1731, oadet a 88 vloaz, goude bet eskob e-pad 37 vloaz.

François-Hyacinthe de la Fruglaie de Kerver a oa deut war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur kemmañ

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960