Omnes zo un anv-badez brezhonek kozh, hag ur ger latin.

E latin kemmañ

Omnes zo ur raganv latin hag a dalv kement hag « (an) holl »; e gavout a reer e lavaredoù evel :

E brezhoneg kemmañ

 
Ardamezioù an tiegezh Omnes

Un anv-badez eo Omnes (Omnès hervez an doare gallek, Omnesius e latin), deuet marteze diwar ul lesanv, hag aet da anv-tiegezh. E kartular Redon eo e kaver ar stumm latin Omnesius, met n'ouzer ket a belec'h e teu; martezeadennoù zo bet savet, ha lod savet diwar faltazi.

Hervez Albert Dauzat, ar yezhour gall a skrive e-barzh Le Monde a-enep ar yezhoù rannvroel e 1951, e vije bet lesanv ur c'holist a gare kanañ ar salm 47 hag a grog gant « Omnes populi… ».

Ur vartezeadenn siriusoc'h zo, diazezet war ar ger kembraek efnys, « konnaret, enebet ».


Tud kemmañ

Lec'hanvadurezh kemmañ

Diwar an anv Omnes eo savet an anv-lec'h Keromnes, deuet da vout anv-tiegezh.

Lec'hioù kemmañ

Eus Omnes an toger d'an omnibus kemmañ

Stanislas Baudry, bet ofiser en arme Naoleon, a grouas ur gompagnunezh e Naoned gant daou garr sachet gant kezeg a c'halle dougen 16 den. Dont a ra an anv Omnibus eus an arsav graet gant ar c'hirri dirak stal an toger Omnes, el leurgêr Port-au-Vin, hiziv Leurgêr ar C'henwerzh[1].
Mont a raio Stanislas Baudry goude da Bariz ma tigoro ur rouedad 18 linenn a girri-boutin.

Notennoù kemmañ

  1. Page du Site des "Amis et Passionnés du Père-Lachaise