Orbitenn geoarsavel

Graet e vez orbitenn geoarsavel eus un trovezh heverk eus un orbitenn geoarsinkron ma vez null e stou e kenver ar plaen kehederel. 35 786km eo uhelder an orbitenn geoarsavel. Boaz e vez komzet eus loarelloù da 36 000km.

Ar poent geoarsavel e gwer war an orbitenn a chom tal ouzh tal gant ar poent gell war an douar (e glas).

Anv all kemmañ

A wechoù e vez graet orbitenn Clarke pe gouriz Clarke, en enor d'ar skrivagner skiant-faltazi breizhveuriat Arthur C. Clarke hag a voe ar c'hentañ hini da sonjal en ur rouedad a loarelloù oc'h implij an orbitenn-mañ.


Perzhioù heverk kemmañ

Ouzhpenn da berzh an orbitenn geoarsinkron a dalvez d'ur c'horf war an orbitenn-se bezañ kevatal e beriodenn reveulzi da hini an Douar warni e-unan (23 eurvezh, 56 minutenn ha 4,1 segondenn), en em gav an orbitenn geoarsavel e plaen kehederel an Douar. Ar perzh ouzphenn-se a zo kaoz e seblant bezan difiñv-mik ur c'horf en orbitenn geoarsavel e keñver pep poent war an Douar.

Ur perzh pouezhus ez eo evit al loarelloù telekomunikerezh pe skignerien skinwel. Dre ma seblant difiñv lec'hiadur al loarell e c'hell ur benveg resever gant ur stign digemm bukañ war-zu al loarell geoarsavel evit resev e sinal.

Implijet ez eo ivez an orbitenn-se evit evezhiañ an Douar adalek ul lec'hiadur (a seblant) difiñv en egor. E touez a re-se e kaver al loarelloù meteorologel geoarsavel Meteosat evit Europa

Al loarelloù geoarsavel a zo dre ret lec'hiet a blom d'ur poent war ar c'heheder, da laret eo lec'hiet war ar plaen kehederel, ha d'an uhelder rekis. Dre-se ez eo faos komz eus "ul loarell geoarsavel a-us da Europa" dre ma n'emañ ket Europa war ar c'heheder, dav e vez komprenn "ul loarell en orbitenn geoarsavel a vez tu da wellet adalek Europa".

An orbitenn douar geoarsavel a zo ur mennozh ardaouel ijinet gant mab-den, ha n'ez eus korf asterel ebet warni. Loar Ploudon, C'haron, e deus un orbitenn geoarsavel naturel.