Ornitorink

un ornitorink o neuial


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Monotremata
Kerentiad : Ornithorhynchidae
Genad : Ornithorhynchus
Anv skiantel
Ornithorhynchus anatinus
Shaw, 1799
Pelec'h e vez kavet
Aostralia
Prantad
Kretase
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An ornitorink (Ornithorhynchus anatinus) a zo ur bronneg bihan hag a vev en dour ha na gaver nemet e reter Aostralia.

Unan eus ar pemp spesad a ya d'ober an urzhiad Monotremata eo (ekidneed eo ar re all). En urzhiad-mañ emañ ar bronneged nemete a zozv vioù e-lec'h genel re vihan.

Neuz an ornitorinked kemmañ

Tennañ a ra an ornitorinked d'an avanked : o c'horf hag o lost, ledan ha plat, zo goloet gant ur c'hreoñ gell. Tennañ a reont ivez d'an houidi : palvezek eo o favioù hag ur pigos o deus. 10 pe 15 cm eo o lost. Un drederenn brasoc'h eo ar pared evit ar parezed, met o ment, etre 40 ha 50 cm da gustum, a cheñch kalz eus an eil korn-bro d'egile, hep na vefe liammet gant an hin.

Ouzh daouuufern a-dreñv ar pared eo stag pep a flemm binimus. N'eo ket marvel e vinim evit an dud met degas a ra poanioù spontus ha koeñvadennoù a c'hall padout e-pad meur a viz. Marvel e c'hall bezañ ar flemmadenn evit ur c'hi pe loened bihan avat.

Bevañ a ra diouzh an noz ha spontidik-kenañ eo, hogozik diverzus. Marteze eo chomet bev ar spesad ragistorel iskis-se a-drugarez d'e lentegezh. Hanter-stlejvil hanter-bronneg, sellet e veze outañ evel ouzh ur gimera gwezhall. Hiziv e soñj ar skiantourien ez eo unan eus al loened zo en em gustumet ar gwellañ ouzh metoù Aostralia.

Gallout a ra chom dindan an dour e-pad pemp munut. Un neuier eus ar c'hentañ eo ha tremen a ra ar pep brasañ eus e amzer en dour. A-drugarez d'e greoñv doublet gant gwiadennoù lart e c'hall an ornitorink mont e stêrioù yenañ ar vro. Ne c'houzañv ket kenkoulz ar wrez ha faganiñ a ra goude seizh munut dindan an heol pa vez 35 °C. Goude e gouronkadenn ez a da guzhat en e zouarenn hep bezañ sec'het e vlevenn. Klask a veze war homañ gwezhall gant ar werzherien kroc'hen abalamour ma oa tomm-kenañ.

Stoufet e vez e zaoulagad hag e zivskouarn penn-da-benn gant ur pleg kroc'hen pa spluj. Implijout a ra e skiantoù all eta evit kavout e hent.

 
Tiriad an ornitorink


Notennoù kemmañ


Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: