Otto Skorzeny, bet ganet d'an 12 a viz Mezheven 1908 e Vienna (Aostria-Hungaria d'an ampoent) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Gouhere 1975 e Madrid (Bro-Spagn), a oa un ofiser komando aostrian, Obersturmbannführer-SS (letanant-koronal) e rez el lu alaman.
Brud a bakas e-pad an Eil Brezel-bed evit bezañ kaset da benn kefridioù ispisial evit Alamagn an Trede Reich, diouzh urzhioù dihanterour Adolf Hitler e-unan dre-vras.

Otto Skorzeny gwisket
evel penn an unvezh SS "Friedenthal".

Werwolf kemmañ

E fin an Eil Brezel-bed, pa voe anat e oa kollet ar brezel gant an Trede Reich, e voe savet unvezhioù ar Werwolf. Ar re-se a oa unvezhioù komando savet evit tagañ lu ar gevredidi dre kein ha lazhadegañ an dreitourien d'an Trede Reich.

Er bloavezh 1945 e voe goulennet gant Otto Skorzeny tuta ha gourdoniñ lod eus unvezhioù ar Werwolf, buan a-walc'h e welas anat ne oa ket uhel an niver a emouestlidi nag ar perzh anezho.

implij a raio muioc'h anezho n'eo ket evit ar gefridi raksoñjet met evit sikour an nazied a veze klask war o lerc'h da guitaat Europa.

Levrlennadur kemmañ

  • Charles Messenger, Skorzeny's Special Missions: The Memoirs of the Most Dangerous Man in Europe, embannadur Greenhill Books ; embanner : New Ed (mae 2006) (ISBN 1853676845). (en)
  • Martin A. Lee, The Beast Reawakens: Fascism's Resurgence from Hitler's Spymasters to Today's Neo-Nazi Groups and Right-Wing Extremists, éd. Little Brown and Co (T)- Gouhere 1997 (ISBN 0316519596). (en)

Notennoù ha daveennoù kemmañ