Simon, mab Jonas, anvet Simon-Pêr pe sant Pêr, ganet e deroù an oadvezh kristen e Galile ha marvet e 65 e Roma zo unan eus daouzek abostol Jezuz Krist. Choazet gant Jezuz evel penn an ebestel, Pêr a zeuas da vezañ penn an Iliz goude marv ar C'hrist. Sellet e vez outañ evel eskob kentañ Roma, ar pezh zo diazez aotrouniezh ar pab, eskob Roma, er gatoligiezh. Awenet en deus ur bern oberennoù arz, dreist-holl er c'hornôg latin.

Sant Pêr gant alc'hwezioù ar Baradoz ha re salud an eneoù(Sant Petersbourg)

Pêr en Testamant Nevez kemmañ

 
Sant Pêr gant Guido Reni

Simon pe Simeon e oa e anv gwirion, ha mab da Jonas e oa. Hervez an avieloù, e oa genidik eus Betsaida, dimezet e oa hag ober a rae ar vicher pesketaer war al lenn Tiberiad e Galile. Ne oar ket lenn marteze, met evel ar pep brasañ eus yuzevien e amzer eo gouest da « lavaret dindan eñvor prezegennoù an diouganerien kenkoulz hag istor klok ar rouantelezhioù yuzev »[1]

Gant e vreur Andrev e tivizaz heuliañ Jezuz Krist (Mz 4,18). Degemer a reas Jezuz en e di e Kafarnaom.

Meneget e vez atav da gentañ e-touez an ebestel. (Mk. 3, 16 ; Akt. 1, 13). Dre veur a daolad, en danevelloù e anavez Yann ha Paol ar renk-se. Evel se e tiskouez e feiz en anv an holl ziskibled : « Ha c'hwi, a c'houlennas gante, piv a lavarit on-me ? Pêr a respontas hag a lavaras dezhañ : Te eo ar C'hrist. » (Mk 8, 29) Diskouezet eo bet gant ar C'hrist evel penn da zont an Iliz :

« Ha me a lavar dit: Te a zo Roc'h, ha war ar Roc'h-se e savin va Iliz » (Mz 16, 18)[2]

Pêr en deus gwelet ha kemeret perzh e meur a vurzhud pe darvoud a-bouez e buhez ar C'hrist, evel pa valeas war an dourioù (Mz 14, 28-31), an Treuzdremmadur, pa voe harzhet Jezuz, da vare e varn, ha goude da vare ar Basion. Deskrivet eo en Avieloù evel un den birvidik met chom a ra etre daou vennozh a-wezhioù ha faziañ a ra ivez : dilezel a ra Jezuz Krist e-pad ar Basion daoust d'ar pezh en doa dislêriet kent : « Ha goude ma teufe an holl da gaout droukskoilh, me avat n'em bo ket » (Mk 14, 29)[3]. Keuziañ a reas d'e nac'hidigezh da c'houde : « Ha Pêr a zeuas soñj dezhañ eus ar c'homzoù en devoa lavaret Jezuz dezhañ: “Kent d'ar c'hilhog kanañ div wech, eo a-benn teir gwech az po va dinac'het ! » (Mk 14, 72)[4].

 
Sant Pêr livet gant Pieter Paul Rubens gant ar pallium hag alc'hwezioù ar Baradoz

Hengoun ar verzherinti e Roma kemmañ

Hervez hengoun an Iliz e vije bet renet Iliz Antioch gant Pêr. Kentañ eskob ar gêr-se e voe. Lidet e vez ur gouel eus « Kador Sant Pêr en Antioch » d'an 22 a viz C'hwever abaoe ar IVe kantved. Seizh vloaz e vefe chomet eno.

Kaoz zo eus donedigezh Pêr e kentañ lizher Pêr : « Iliz ar re ziuzet zo e Babilone a salud ac'hanoc'h, ha Mark ivez, ma mab. » (1 P 5, 13) e lec'h m'emañ implijet ar ger Babilone evit komz en un doare faeus eus Roma evel ur gêr aet brein hag a azeul an idoloù, skeudenn anavezet gant lennerien ar Bibl[5]. Mark, meneget, el lizher, eo skrivagner an eil aviel hervez an eskob Yann meneget gant Eusebius (Hist. Eccl. 3, 39,15).

Meur a destenn eus an Henamzer a ra anv eus merzherinti Pêr, hag eus hini Paol, a vije c'hoarvezet war urzh Nero. An hini goshañ eus an destennoù-se, al lizher d'ar Gorintiz, skrivet gant Klemañs Roman e 96, ne veneg ket al lec'h en un doare splann, memes ma'z eus abegoù evit krediñ ez eo Roma.

Pennad kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Alain Decaux, La révolution de la croix, Néron et les chrétiens, p. 205.
  2. Kefas en arameeg, Petros e gregach. Gant se eo deuet ar ger petros da dalvoud e-giz anv-den : Petrus e latin, Pierre e galleg, Peter e saozneg ha Pêr e brezhoneg. E meur a yezh, an anv-den, deveret eus Petrus, ne glot ket ken gant ar ster "maen" pe "roc'h" ; dre se troidigezhioù eus ar werzenn-mañ o kammigellat (da skouer : "You are Peter and on this rock…). " An droidigezh kinniget amañ a chom tost ouzh ar bomm a orin, a-raok ma vefe deuet petros da anv-badez.
  3. Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 124
  4. Ar Pevar Aviel, Al Liamm, 1969, p. 124
  5. Ne c'hall ket bezañ ar Babilon gwirion a oa hogoz dilezet d'ar mare-se (Sellet ouzh Strabon, Geografiezh XVI, 1)



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.