Pierre Guichou
Obererezh Beleg
Disklerier skridoù
Troer
Ganedigezh d'an 11 a viz Du 1915
e Sant-Tegoneg, Breizh Breizh
Marv d'an 28 a viz Meurzh 2008
Yezh skrivañ Galleg, Brezhoneg
Oberennoù pennañ
  • An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz, or Zalver (Troidigezh)
  • L'Évangile de saint Jean : par la foi à la vie en Jésus
  • Les psaumes commentés par la bible


Pêr Guichou, en galleg Pierre Guichou, bet ganet d'an 11 a viz Du 1915 en Sant-Tegoneg (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'an 28 a viz Meurzh 2008, a oa ur beleg breizhat hag an disklerier skridoù, troet an Testamant Nevez e brezhoneg gantañ, embannet gant Minihi Levenez e 2002.

Buhez kemmañ

Beleget e voe d'an 18 a viz Meurz 1945 ha lakaet da evezhier e Kastell-Paol. Etre 1945 ha 1947 ez eas da Roma da studiañ ar Bibl. Goude ez eas da Sant-Mikael e Brest da gure e 1947, ha goude-ze e voe anvet da gelenner e kloerdi bras Kemper hag eno e kelennas Skritur-Sakr.

Anvet e voe da berson Sant-Martin (Montroulez) e 1964. Anvet e voe da berson Kastell-Paol e 1970. Eus 1982 betek ar bloavezhioù 1992 e voe person Porspoder.

Oberennoù kemmañ

Biblour, ezel oa eus strollad troourien Kenvreuriez ar Brezoneg o deus troet e brezhoneg, diwar ar Vulgat, ar Pevar Aviel e 1982 ha goude-se al levrioù all eus Testamant Nevez e 1988, dindan renerez an Aotrou ’n Eskob Visant Fave[1].
Embannet e neus e 2002 an droidigezh eus Testamant Nevez e brezhoneg diwar ar c’hresianeg. Kroget e oa ivez an Aotrou Pêr Guichou gant un droidigezh eus an Testamant Kozh ; marv diwar ul lamm trumm e miz meurzh 2008, e lezas war e lerc'h al labour-se diechu.

Skridoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Aviel Jezuz-Krist : Hervez S. Vaze, S. Mark, S. Lukaz, S. Yann, Kastellin, Ar Skol dre Lizer, 1982, 417 p. (Skrid enlinenn) ; An Testamant Nevez, eil lodenn, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, 216 p. (Skrid enlinenn)


Gwelet ivez kemmañ