Un elfenn gimiek eo ar palladiom ; Pd eo e arouez kimiek, 46 e niver atomek ha 106,42 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo.

Palladiom
RodiomPalladiomArgant
Ni
Pd
Pt
taolenn beriodek, Palladiom

Niver atomek 46
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 10
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d10
Niver oksidadur 0, +1, +2, +4, +6
Tredanleiegezh 2,2
Skin atomek 137,6
Tolz atomek 106,42



Teskad ar palladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat 44Ru, 45Rh, 46Pd, 76Os, 77Ir ha 78Pt.
Ral eo ar palladiom, ha ne vez kavet nemet kevret gant unan eus metaloù TaP — kementadoù bihan ag ar metaloù-se a vez tapet diwar puraat kouevr ivez.
E Rusia e voe kenderc'het ar muiañ a balladiom e 2011 (85 tonennad). Suafrika (78 t), Kanada (18 t) ha Stadoù-Unanet Amerika (12, 5 t) a voe war-lerc'h, heuliet gant Zimbabwe (7,4 t) hag ar broioù all (6,1 t). War-dro 100 000 tonennad TaP a chomje en Douar.[1]

Istor kemmañ

Gant ar c'himiour saoz William Hyde Wollaston e voe dizoloet un elfenn nevez e 1802 en un tamm kailh platin ; palladium eo an anv a roas dezhi, en enor d'an asteroidenn Pallas a oa bet dizoloet daou vloaz kentoc'h hag a oa bet anvet diwar an doueez Pallas Athene. E 1803, goude bezañ puraet trawalc'h eus ar metal, en e lakaas en ur stal e karter Soho e London.
Goude ma voe disklêriet gant ar c'himiour iwerzhonat Richard Chenevix ne oa ar palladiom nemet platin ha bevargant kendeuzet e kinnigas W. H. Wollaston ur priz a 20 £ evit 20 greunenn a gendeuzad palladiom, met R. Chenevix eo a voe enoret evit e labour war ar palladiom. Pa 'z embannas W. H. Wollaston bezañ dizoloet ar rodiom e 1804 e venegas e labour war ar palladiom, hag e 1805 ez arc'has bezañ anavezet evel dizoloer ar palladiom ivez.

Perzhioù kemmañ

Ur metal blot lufrus liv an argant, damheñvel ouzh ar platin, eo ar palladiom ; 12,02 g/cm3 eo e zouester. Da 1 555°C e teuz, ha da 2 963 °C e verv.
Dont a ra da vezañ orjalennus pa vez tommet, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe ; kaletoc'h eget en natur e teu avat pa vez yenaet.

Kimiek kemmañ

Oksidet e vez da ≈800 °C, ur gwiskad oksidenn balladiom (PdO) a zeu warnañ neuze ; koll a ra e lufr pa vez lakaet en un aergelc'h sulfurek ha mouest. Tu zo d'e zileizhañ en drenkenn nitrek HNO3 hag en drenkenn sulfurek H2SO4.

Izotopoù kemmañ

Seizh izotop eus palladiom a gaver en natur, c'hwec'h anezho o vezañ stabil.
107Pd eo ar skinizotop stabilañ a gaver en natur ; 6,5 milion a vloavezhioù eo e hanter-vuhez. Triwec'h skinizotop all zo bet hiniennekaet, eus 91Pd betek 123Pd ; 21 eurvezh eo an hanter-vuhez hirañ, hini 112Pd.

Arver kemmañ

 
Ur pezh-moneiz rusat e palladiom

War-dro 25 % eus kement traez a vez kenderc'het hiziv a endalc'h palladiom pe vetaloù eus TaP.

En elektronik ez implijer palladiom a-filmadoù evit fardañ korrgrugoù ha kantennoù kalet a-benn brasaat o endalc'h ; dougelloù liesgwiskad e prierezh a farder ivez, hag amredoù kevanek.
E greantelerezh ar gwer e vez implijet palladiom da fardañ neud gwer, skrammoù strinkennoù liñvel ha skrammoù plat.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 18 HER 12


Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok