Paol Narbona a voe kentañ eskob Narbona en IIIe kantved. Unan eus seizh abostol Galia eo, kaset, a greder, gant ar pab Fabian (236-250) da vare koñsuliezh Decius ha Gratus (250-251), da adavielañ ar vro goude heskinadegoù Decius, evel Gatianus kaset da Deurgn, Trophimus da Arle, Saturnin da Doloza, Denez da Bariz, Austremonius da Glermont ha Martial da Limoges.

D'an 22 a viz Meurzh e vez lidet.

Liamm diavaez kemmañ