Paracheirodon

Neon (paracheirodon innesi)
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Actinopterygii
Urzhad : Characiformes
Kerentiad : Characidae
Genad : Paracheirodon
spesadoù  :

Paracheirodon simulans : neon gwer
Paracheirodon axelrodi : kardinal
Paracheirodon innesi : neon

D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Paracheirodon zo ur genad a besked dour dous. Er c'herentiad Characidae hag en urzhiad Characiformes emañ. Ar spesad brudetañ er genad eo Paracheirodon innesi, anvet ivez neon, hag a zo unan eus ar pesked akwariom boutinañ. An holl spesadoù er genad a vez kavet er c'helc'hiad Neotropek, e meur a stêr eus Amerika ar Su.

Tizhout a ra 3 cm ar paracheirodoned hag ul linenn c'hlas skedus war o c'horf o deus, zoken ma'z eo un tamm disheñvel o liv.

Plijout a ra an dour dous ha trenk dezho ma c'hellont kavout an amprevaned, ar c'hresteneged hag ar preñved en em vagont ganto.

An anv paracheirodon a zeu eus ar gresianeg χείρ (dorn), ha οδών (dant) gant ar rakger παρά (e-kichen) evit e ziferañ eus ar genad Cheirodon.