Ar Pathet Lao (Lao: ປະເທດລາວ, "Broad Lao"[1]) a vez graet eus un aozadur politikel ha milourel komunour e Laos, savet e-kreiz an 20vet kantved. Al luskad a gemeras ar galloud e 1975, goude brezel-sivil Laos. Ar Pathet Lao a oa chomet liammet don gant komunisted Vietnam. E-pad ar brezel-sivil, e oa urzhiet, dafaret betek suj d'al Lu Norzh Vietnam. Stourmet o devoa asambles a-enep an nerzhioù enep-komunour e-pad Brezel Vietnam. Gant an amzer o redek an anv Pathet Lao a zo deuet da vezañ un termenadur hollek evit ar gomunourien eus Laos.

Soudarded ar Pathet Lao e Xam Neua e 1953

Istor kemmañ

Ar strollad politikel Pathet Lao a oa anvet da gentañ "Strollad ar re Lao" (1955–1972) ha goude-se "Strollad dispac'hel ar bobl Lao" (1972–bremañ). Pennoù bras ar Pathet Lao e oa ar Priñs Souphanouvong, Kaysone Phomvihane, Phoumi Vongvichit, Nouhak Phoumsavanh ha Khamtay Siphandone.

Skourr politikel ar Pathet Lao, anvet an "Talbenn brogarour Lao" (Lao: Neo Lao Hak Xat) a voe implijet e meur a gevredad e gouarnamantoù adalek ar bloavezh 1956.