Ur bajenn disheñvelout Bellamy a zo ivez.

Paul Bellamy, ganet e 1866 e Brest, ha marvet e Kanbo e 1930, a oa ur politikour breizhat, bet maer Naoned.

E vuhez kemmañ

Alvokad e Naoned e oa. Kuzulier-kêr e oa eno e 1908 hag aet da vaer e 1910 betek 1928. Da gannad e oa aet ivez, adalek 1924 betek 1928. Trec'het e voe gant Francis Merlant e 1928 ha paouez a reas neuze gant ar politikerezh.

Prezidant Kevredigezh maered Frañs e voe e 1920.

Lec'hioù kemmañ

Ur straed Paul Bellamy zo e Naoned.