Ur bedenn zo un ober da glask seveniñ un darempred ouzh ur boud bennak a azeuler. En e ster kentañ eo ur goulenn ouzh un doue bennak pe un hendad doueelaet, met pediñ a c'heller ober ivez evit trugarekaat ha meuliñ, pe goulenn ma vo benniget un objed bennak. E relijionoù keñveriet e c'hell pediñ bezañ lakaet a-gevret gant prederiañ pe kas ur sorc'henn bennak e relijionoù all.

Meur a stumm zo d'ar pedennoù, e-barzh pe e-maez ul lid resis, d'ober a-gevret gant ur strollad pe e-unan, e stumm ur ganenn, ur goulenn pe c'hoazh un embannadenn a feiz. Testeniekaet eo an ober-se abaoe 5000 bloaz zo.

Skouerioù pedennoù kemmañ

Kristeniezh kemmañ

Yuzevegezh kemmañ