Pedro Iañ Brazil, pe Pedro IV Portugal, pe Pedro de Alcântara Francisco António João Carlos Xavier de Paula Miguel Rafael Joaquim José Gonzaga Pascoal Cipriano Serafim de Bragança e Bourbon (1798-1834), a oa roue Portugal hag Impalaer Brazil.

Pedro IV Portugal a oa ivez Pedro Iañ Brazil
Pedro Iañ o sevel an Hino Nacional (hiziv Hino da Independência), e 1822. Livet gant Augusto Braga.

E vuhez kemmañ

 
Ar priñsig Pedro, pa oa daou vloaz. Poltred gant Augustin Esteve, war-dro 1800.

E yaouankiz kemmañ

Mab e oa da João VI (1767-1826), roue Portugal ha Brazil, ha d'e bried, an infantez spagnol Carlota Joaquina de Borbón (1775-1830). Infant Portugal e oa, hag anvet e voe da Briñs Beira en 1801 pa varvas e vreur henañ, an infant Antonio (1795-1801), rak an titl-se a veze roet da eil pennhêr ar gurunenn e Portugal.

E dibenn miz Du 1807 e voe aloubet Portugal gant armeoù gall an impalaer Napoleon Iañ, ma rankas an tiegezh roueel hag al lez lestrañ da vont d'an harlu da Vro-Vrazil. D'ar 7 a viz Meurzh 1808 e tegouezhjont e Rio de Janeiro, hag eno e voe diazezet gouarnamant Portugal.

Dieubet e voe Portugal en 1811, ha lamm a voe roet da Napoleon en 1815 e Waterloo, ha koulskoude e chomas an Tiegezh Bragança e Brazil, ma teuas an drevadenn da vezañ rouantelezh en 1815, ha krouet neuze Rouantelezh unanet Portugal, Brazil hag an Algarvoù.

En 1816 e varvas e vamm-gozh, ar rouanez Maria Iañ Portugal (1734-1816), hag anvet e voe he mab João VI da roue, ha Pedro, ar mab-bihan, da zug Bragança ha da briñs Brazil.

Un dispac'h a c'hoarvezas e Porto en 1820 avat, ma rankas an darn vrasañ eus tud an tiegezh distreiñ da Europa en Ebrel 1821. A-raok mont di e laoskas ar roue João, tad Pedro, rejañs Brazil gant e vab.

E Brazil kemmañ

N'eo nemet e 1821 e tistroas João VI da Bortugal, goude leuskel e vab Pedro e Brazil evel rejant. D'an 13 a viz Mae 1822 e voe embannet gant kuzul-kêr Rio de Janeiro e oa Pedro difenner ha gwarezour hollbad Brazil.

D'ar 7 a viz Gwengolo 1822, e São Paulo, ec'h embannas ar rejant Pedro dizalc'hted Brazil, ha d'an 12 a viz Here (en deiz ma tapas e 24 bloaz) e leurgêr Santana e Rio de Janeiro, e teuas da vout impalaer Brazil evel Pedro I. Kurunennet e voe er gêr-se d'ar 1añ a viz Kerzu 1822.

Pa varvas e dad e teuas da vout Pedro IV, roue Portugal hag an Algarvoù d'an 10 a viz Meurzh 1826.

D'ar 17 a viz Here 1829, e Rio de Janeiro, ec'h addimezas Pedro gant Amélie von Leuchtenberg (1812-1873) (merc'h da Eugène de Beauharnais).

Dimezioù kemmañ

Div wech e timezas:

E vugale kemmañ

18 bugel en doe Pedro.

Digant e bried kentañ, Maria Leopoldine Aostria, Arc'hdugez Aostria:

 
Pedro II Brazil pa oa bihanik.

Digant e eil pried Amélie von Leuchtenberg, impalaerez Brazil (1829–1831), dugez Leuchtenberg ha Bragança:

Gant e serc'h, Domitília de Castro e Canto Melo, markizez Santos:

Gant ar C'hallez Noémi Thierry :

  • Pedro, marvet a-raok e zaouzek miz;
  • Ur verc'h, marvet a-raok he daouzek miz;.

Gant Maria Benedita de Castro Canto e Melo, baronez Sorocaba ha c'hoar da marquesa de Santos:

Gant an Uruguayadez María del Carmen García en doe ur bugel ganet marv.

Gant e serc'h c'hall Clémence Saisset :

  • Pedro de Alcântara Brasileiro.

Digant al leanez portugalat Ana Augusta Peregrino Faleiro Toste (vila de São Sebastião, 1809 - Angra) en doe ur mab all, anvet Pedro (1832 pe 1833), a vije chomet bev betek an oad a 4 pe 5 bloaz.