Ar beronouriezh (spagnoleg : Peronismo), graet anezhañ justisouriezh ivez (spagnoleg : justicialismo), zo un emsav politikel Arc'hantinat diazezet war mennozhioù Juan Domingo Perón ha re e eil gwreg Eva Perón. Pal pennañ strollad ar re Berón, ar Partido Justicialista (Strollad Justisour), a oa, adalek ar bloavezhioù 1940, sevel ar « justis sokial » en Arc'hantina.

Evita ha Juan Domingo Perón 1952
Soudarded feal da Berón e-kerzh taol-Stad 1955

Berzet eo bet ar strollad etre taol-Stad 1955 ha 1972. Neoazh e oa levezonus ar justisouriezh er gevredigezh a-bezh (e sindikadoù zo, hag all). Tremen a ra alies ar beronouriezh da emsav « poblelour ». Evit gwir c'h eo diaes-kenañ e dermenañ. Kavet e veze ennañ tud eus an tu-kleiz pellañ (montoneros) kenkoulz ha tud eus an tu-dehou pellañ (Jose Lopez Rega).

Koulskoude e c'heller merzout un nebeud mennozhioù a dolp an holl beronourien :