Petrus Gonsalvus (Tenerife, Inizi Kanariez war-dro 1537[1]Capodimonte, Italia, 1618[1]) eo an den kentañ anavezet a c'houzañve diwar an hypertrichosis lanuginosa, da lavaret eo diwar re a vlev war e gorf a-bezh.

Petrus Gonsalvus hag e wreg, c. 1575-80

Oadet a 10 vloaz e oa pa voe profet da Henri II Bro-C'hall ; pan erruas el lez e veze gwelet evel ur marmouz doñvaet da gentañ, ha netra ken.
Tamm-ha-tamm e krogas darn da sellout outañ a-dost. Latin a gomze moarvat. Skoliataet e voe gant kelennerien ar roue, ar pezh a lakaas "den gouez ar roue" da vezañ unan eus desketañ tud e amzer.

Ur wreg disvlev he c'horf a voe roet dezhañ, Catherine Raffelin he anv. Bugale o doe, ha darn evel e verc'h Antonia "Tognina" Gonsalvus, a oa blevek evel o zad. Herri II a roas dezho un darn eus park Fontainebleau, en sell da ginnig dezho ur vuhez e-kreiz an natur ha gwarez ivez. An "dud-marmouz"-se a veze pedet da abadennoù a bep seurt, gwisket e dilhad al lez, ha Tognina e veze gwisket evel ur bompinell dalc'hmat. Er bloavezhioù 1580-90 e oa bet an tiegezh o veajiñ en Italia, hag o chom e lez an dugez Marc'harid Parma.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 (fr)Kelaouenn Historia, Eost 2009, p. 93.