Pfalz-Zweibrücken zo unan eus stadoù kozh Alamagn hag an Impalaeriezh Santel Roman German. Zweibrücken (Daou bont) e oa ar gêr-benn.

Kartenn eus Pfalz-Zweibruecken
Kartenn eus Pfalz-Zweibruecken e 1564, gant Tilemann Stella

Alberz kemmañ

Etre 1182 ha 1190 e voe krouet Kontelezh Zweibrücken, a oa ur rann eus Kontelezh Saarbrücken.

En 1394, goude marv Eberhard, diwezhañ kont Zweibrücken eus lignez Saarbrücken, e tegouezhas ar gontelezh etre daouarn Dilenner Pfalz Rupert II eus Wittelsbach.

→ Evit an Istor a-raok 1394 sellout ouzh Kontelezh Zweibrücken

→ Evit an Istor a-raok 1444 sellout ouzh Kontelezh Veldenz

→ Evit an Istor goude 1444 sellout ouzh Pfalz-Simmern ha Zweibrücken

Pfalz-Zweibrücken a zeuas da vout ur briñselezh a-ziforc'h en 1444 pa voe rannet douar Pfalz-Simmern ha Zweibrücken gant ar c'hont Stefan, Count Palatine of Simmern-Zweibrücken etre e zaou vab. Gant ar yaouankañ, Ludwig Iañ, ec'h eas Kontelezh Zweibrücken ha Kontelezh Veldenz.

Dugelezh Pfalz-Zweibrücken a voe staget ouzh Bro-C'hall e 1801.

Goude Kendalc'h Vienna, en 1815, e tistroas gant an Dug diwezhañ, a oa roue Bavaria neuze, Masimilian Iañ Jozeb, hag eñ an hini a stagas douaroù eus Bavaria a oa war lez kleiz ar Roen da ober bro Pfalz, pe Rheinland-Pfalz .

Orin kemmañ

E 1410 e oa bet krouet Pfalz-Simmern ha Zweibrücken evit Steven, Kont Pfalz-Simmern ha Zweibrücken, trede mab ar C'hont Rupert III.

Krouet e voe priñselezh Pfalz-Zweibrücken e 1444 ha kaset da benn e 1453 dre rannañ Pfalz-Simmern ha Zweibrücken

En 1444 e tegouezhas Kontelezh Veldenz gant Steven, war-lerc'h e dad-kaer, ar C'hont Frederick III von Veldenz. Evel-se e c'hallas rannañ e zouaroù etre e vibien, Frederig Iañ, Kont Pfalz-Simmern ha Ludwig Iañ.

En 1453 e tilezas Steven ar galloud hag e rannas ar vro etre e vibien. Da Frederig Iañ, ar mab henañ, e tegouezhas Kontelezh Sponheim hag an titl, Kont Sponheim; ouzhpenn-se e voe roet dezhañ hanternoz Priñselezh Pfalz-Simmern ha Zweibrücken. D'an eil, Ludwig Iañ, e voe roet Kontelezh Veldenz hag an titl, Kont Veldenz, diwar hêrezh e dad-kozh, ha kreisteiz Pfalz-Zweibrücken-Simmern.

Kresk kemmañ

Pa voe krouet Pfalz-Zweibrücken e 1444 ne oa nemet distrigoù Armsheim, Landsburg, Lauterecken, Burg Lichtenberg, Meisenheim ha Veldenz eus Kontelezh Veldenz. En 1459 e voe staget outi distrigoù Kastell Falkenburg, Guttenberg, Haßloch, Kirkel, Lambsheim, Oggersheim, Wachenheim, Wegelnburg ha Zweibrücken eus Pfalz-Simmern.

An douaroù e 1784 kemmañ

An Amt a oa un distrig; an Oberamt a oa un distrig brasoc'h, rannet e meur a Unterämter.

  1. Oberamt Zweibrücken
  2. Oberamt Homburg (degouezhet e 1755 goude eskemm douar gant Nassau-Saarbrücken)
  3. Oberamt Lichtenberg e Kusel (e Kontelezh Veldenz a-gent)
  4. Oberamt Meisenheim (e Kontelezh Veldenz a-gent)
  5. Oberamt Trarbach, ennañ Imperial Kröv ( e Kontelezh Sponheim a-gent)
  6. Amt Allenbach (e Kontelezh Sponheim a-gent)
  7. Oberamt Kastellaun including the Vogtei of Senheim and 1/3 of the bailiwick of Veltheim ha Strümmich (originally part of the County of Sponheim)
  8. Oberamt Bergzabern including the Vogtei of Kleeburg, Annweiler am Trifels, Wegelnburg
  9. Amt Nohfelden
  10. Oberamt Guttenberg (acquired in 1768 in a territorial exchange with Electoral Palatinate)
  11. Amt Selz ha Hagenbach
  12. Aotrouniezh Bischwiller

Guttenberg, Seltz ha Hagenbach ha Bischwiller a oa French fiefs, ar re all a oa alaman.

Istor kemmañ

XVvet kantved kemmañ

E-kerzh e ren e kasas Ludwig Iañ meur a dabut ouzh e genderv Da gentañ eo e Meisenheim e oa ar kêr-benngêr-benn. En 1477 e oa Pfalz o lakaat bec'h war Meisenheim, ma voe ranket kas ar gêr-benn da Zweibrücken, ma chomas betek 1793.

XVIvet kantved kemmañ

Goude marv Ludwig ne voe ket rannet an dugelezh. Hervez e destamant e tlee an Duged Alexander ha Kaspar ren en ur c'hevred. Alexander avat a embannas e oa klañv spered e vreur, a graouias anezhañ hag a renas an dugelezh e-unan. .

XVIIIvet kantved kemmañ

E-pad ar Brezel Tregont Vloaz e voe aloubet an Dugelezh gant armeoù an Impalaeriezh Santel

XVIIIvet kantved kemmañ

An unaniezh personel gant Sveden a badas betek marv ar roue Karl XII e 1718. Divugel e oa roue Sveden, ha setu neuze e c'hoar Ulrika Eleonora ar Yaouankañ da rouanez Sveden war e lerc'h, ha Zweibrücken da vont gant e genderv, Gustav, Dug Zweibrücken.

Etre 1725 ha 1778 edo konted Pfalz o chom e Palez Zweibrücken; goude ez ejont da Garlsberg da chom, e-kichen Homburg, da ziskouez splann o youl da vezañ hêred Dugelezh Bavaria. Aloubet e voe ar gontelezh e 1792 gant armeoù ar C'hallaoued ha staget ouzh Bro-C'hall. E miz Du 1797 e voe lakaet an douaroù en departamant gall nevez-krouet Mont-Tonnerre, ha Mainz ar pennlec'h.

E 1799 e teuas diwezhañ Kont Pfalz-Zweibrücken, Masimilian Iañ Jozeb, da vezañ Dilenner Bavaria, evel Maximilian IV Joseph, hag ivez Dilenner Pfalz, evel Maximilian II Joseph.

E 1801 e voe sinet feuremglev Lunéville etre Bro-C'hall hag Aostria, hag anavezet stagidigezh ar gontelezh ouzh Bro-C'hall.

Doude marevezh Napoleon kemmañ

XIXvet kantved kemmañ

En 1806 e teuas Maximilian Joseph da vezañ roue Bavaria, evel Maximilian I Joseph, ha ne voe Priñs-Dilenner ebet ken.

Goude Kendalc'h Vienna e tistroas Pfalz gant an Tiegezh Wittelsbach war-bouez Elzas a chomas gant Bro-C'hall. Maximilian Joseph neuze a unanas Zweibrücken gant e zouaroù all e Pfalz d'ober Rheinkreis.

Melestrerezh kemmañ

En dugelezh ne oa aozadur pe aotrouniezh ebet da vevenniñ galloud an Dug.

Pennadoù kar kemmañ