Philip Galle, pe Philipp (1537 e Haarlem – 12 pe 29 a viz Meurzh 1612 e Antwerpen) a oa un engraver flamank, hag eñ o tont eus ur familh engraverien. War gouevr ec'h engravas. Tresañ, embann, gwerzhañ engravadurioù ha skrivañ a reas ivez.

An alkimiour

Buhez hag oberenn kemmañ

Deskard Hieronymus Cock e voe e Antwerpen. Eno ec'h engravas tresadennoù Pieter Brueghel gozh, en o zouez heuliad ar Seizh pec'hed pennañ. Goude-se e teuas da vezañ engraver Maarten van Heemskerck. Azalek 1557, e voe perc'henn war e stal dezhañ, hag enni e labouras ivez e vibien Theodor Galle ha Cornelius Galle gozh, hag ivez e vab-kaer Adriaen Collaert, ar vreudeur Wierix, Hendrick Goltzius, Crispin de Passe gozh hag izili all ar familh Collaert.

A-bouez e oa stal engraviñ Philip Galle e Antwerpen, hag ar pennoberennoù a savas a oa diazezet war oberennoù gant Pieter Brueghel gozh ( An Alkimiour, 1558), Jan van der Straet, Franz Floris (Merc'hed Loth) ha gant Gillis Congnet (Aenevm Saecvlvm ha 4 oad an denelezh, 1575).

Liamm diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • The new Hollstein Dutch & Flemish etchings, engravings and woodcuts (1450 - 1700), Sound and Vision publishers, Rotterdam, 2001