Pi de les Tres Branques

El Pi de les Tres Branques ("ar binenn he zri skourr" e katalaneg) zo ur binenn-ouez 25 metr uhelder (Pinus sylvestris) nepell diouzh Berga e hanternoz Kumuniezh Emren Katalonia[1] Evit brogarourien Katalonia ez eo un arouez eus unaniezh an teir bro gatalan (Katalonia, Bro València, Balearez).[2] Hag en-dro dezhi en em vod brogarourien d'an trede sul a viz Gouere bep bloaz.[3].

Pi de les Tres Branques e 2005
Pi de les Tres Branques, war-dro 1905

Disec'het eo ar wezenn abaoe 1913 hag en ur stad fall emañ bremañ, met ur wezenn peuzheñvel ha kalz yaouankoc'h, nepell diouti, anvet Pi Jove de les Tres Branques ("ar binenn driskourrek yaouank"), he deus kemeret he lerc'h. Enskrivet eo an div wezenn-se war roll monumantoù naturel ar vro gant gouarnamant Katalonia, abaoe 1987[4].

Meur a wech eo bet taget ar wezenn gozh gant tud enebet ouzh brogarouriezh Katalonia. E 1939, goude Brezel diabarzh Spagn, e oa bet klasket diskar ar wezenn gant aduidi Franco, met argaset e oant bet gant tud ar vro. An dagadenn washañ zo c'hoarvezet e 2014, e-pad an noz etre an 12 hag an 13 a viz Mae, p'eo bet heskennet an hini vrasañ eus an daou gef a chome, gant tud dianav.

El Pi Jove, 200 m diouzh an hini gozh

Notennoù kemmañ

  1. El Pi de les Tres Branques, Ramon Felipó i Oriol
  2. Vora un símbol d'unitat dels Països Catalans, El Punt Avui, 15/07/2012, [1]
  3. El Pi de les Tres Branques, en Enciclopèdia Catalana [2]
  4. Lec'hienn Generalitat de Catalunya : gwezenn gozh ha gwezenn yaouank