Pierre-Yves Moign, bet ganet e Brest d'ar 5 a viz Gwengolo 1927 hag aet da Anaon er memes kêr d'an 18 a viz Meurzh 2013, a oa ur sonaozour breizhat hag ur c'helenner war ar sonerezh.

E vuhez kemmañ

Studiañ a reas e Skol-sonerezh Uhel Vroadel ("Conservatoire national supérieur de Musique" e galleg) Pariz. Ar c'hentañ priz piano ha kendonouriezh en doe e 1952.

E oberenn gentañ bet sonet ez-foran a voe sonerezh kentañ abadenn ar mimer Marcel Marceau e 1948.

Dedennet e oa gant ar sonerezhioù hengounel. Kenkrouer meur a strollad sonerezh eo bet : Son ha koroll e 1955 (teir fladenn e ti Barclay, un dro en Olympia), Kabalerien (meur a bladenn e ti ''Chant du Monde'' adalek 1961). Meur a droiad sonadegoù a reas ganto en Europa, abadanneoù skingomz ha skinwel ivez, betek 1972.

Adalek 1963 e studias pedagogiezh ar sonerezh ha dreist-holl an doareoù bev.

E dibenn ar bloavezhioù 1960 e krouas al laz-kanañ Hentou Breiz evit re yaouank. E 1978 e krouas Kreizenn Vreizhat an Arzoù Pobl ("Centre breton d'art populaire" e galleg) e Brest. Ren a reas anezhi betek 1999. Aozañ a reas abadennoù ha sonadegoù evel "Emgavioù Arzoù hengounel ha kevredigezh kempred" ha "Kroazhent ar broioù keltiek" ha kenstrivadegoù sonerezh e-leizh.

E keit-se e kendalc'has gant e labour sonaozañ. Skrivañ a reas evit kalzik lazioù-kanañ ha lazioù-seniñ. Kalz pezhioù a skrivas evit an delenn geltiek hag evit kelenn sonerezh. Da skouer, e Plougerne, e savas en un nebeud sizhunvezhioù "Dasson Breizh", ur rapsodienn evit laz-kerdin, haroe ha piano a voe sonet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1973 gant orkestr skol-sonerezh Brest.

Kemeret en deus perzh en orkestradur oberennoù Didier Squiban (ar sinfonienn Bretagne e 2000 hag ar sinfonienn Iroise e 2004).

Resevet en deus Kolier an Erminig e 2004.

Oberennoù kemmañ

Evit unkanerien, laz-kanañ ha laz-seniñ kemmañ

  • Gwerz Morvan (35'), war un destenn divyezhek (brezhoneg/galleg) gant Youenn Gwernig, Salaun ar Foll (25'), hag ur varzhoneg e galleg gant Paol Keineg (1981, kemennet gant an "Tombées de la nuit")

Evit laz-seniñ sinfonek kemmañ

  • Légendaire pour le roi Arthur (16'), 1978 (kemennet gant Gouelioù Kerne)
  • Un den hag ar mor (15')
  • Gradlon meur ou Is la ville engloutie (16')

Evit lazioù-kerdin kemmañ

  • Dasson Breizh (16')
  • Les heures de Rohan (90')

Sonerezh evit abadennoù c'hoariva kemmañ

Sonerezh-kambr kemmañ

  • Seizhad evit fleütoù, oboell, klerinell, saksell, korn, bason (1975)
  • Tri zamm berr evit pempad kouevrelloù
  • Teir barzhoneg kembreat evit 2 biano (1985)
  • Jenovefa, son-komedienn war divizoù savet gant Glenmor (1954)

Pezhioù evit telenn geltiek kemmañ

  • An dro da selaou (1982)
  • Gwerz vihan (1983)

Dodenn hag argemmoù kemmañ

  • Gwerz an Anaoun (1983)
  • Daou An Dro an eil war egile (1983)

Pladennoù kemmañ

  • Son ha koroll, 1957, Barclay - 86030 et 86031
  • Chants Celtiques par Dunvel ar Benn, Chant du Monde - LDY 4217
  • Les ballets populaires de Rennes, Polydor - 45580
  • Les Kabalerien, Mouez Breiz hag Iroise - 1774 ATS
  • War hentou Breiz, Iroise - 30118

Abadennoù skinwel kemmañ

Div abadenn produet gant France 3 :

  • Unan, e 1979, sevenet gant François Tajet
  • Unan, e 1985, sevenet gant Pêr ar Flao, war an Teir barzhoneg kembreat evit daou biano gant daou soner a Vreizh-Veur, Martin Jones ha Richard Mac Mahon.

Levrlennadur kemmañ