Pierre Iañ de l'Isle, pe de Belle-Isle, a voe eskob Treger eus 1323 da 1327[1],[2].

En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1

Arc'hdiagon Landreger e oa pa voe anvet da eskob Treger, d'ar 16 a viz Gwengolo 1323, war-lerc'h Jean Rigaud.

E-kerzh e eskobelezh e oa bet diazezet Skolaj Landreger e Pariz gant Guillaume de Coëtohan, kiniad Landreger ha chaloni Pariz.

Yves II de Boisboissel a zeuas war-lerc'h Pierre de l'Isle war gador eskob Treger.

Notennoù kemmañ

  1. Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  2. Ar familh a oa genidik eus Mousteruz. Belle-Isle eo Benac'h. Aotrounez e oant ivez e Mezaubran, er Vinic'hi (Landreger)