Plou a zo ur stumm d'ar ger ploue, ploe "parrez" en anvioù-lec'h brezhonek. Dont a ra eus al latin plebs, plebis hag a dalv pobl, tud. Ar parrezioù e Plou- a voe diazezet gant Bretoned o tont eus Breizh-Veur. Ar memes rakger a gaver e kembraeg (Plwyf) hag e kerneveureg (plu). Plo, Plu, Ple, Pleu zo stummoù all stank pe stankoc'h e rannvroioù zo e Breizh. Heuliet e vez gant anv un den, ul lec'h pe un anv-gwan. Sed amañ un nebeud skouerioù :

Chapel Prat Koulm e Plougouloum, e Bro-Leon, da lavaret eo "Plou + Kouloum".

Plou gant anv un den :

Ple gant anv un den :

Diwallit : Ploumanac'h e zeu eus Poull ha Manac'h.

Plou gant ul lec'h :

Ple/Pleu gant ul lec'h :

Plou gant un anv-gwan :

Pleu gant un anv-gwann :

Lec'hanvioù all kemmañ

 
Ar gartenn c'hall-se a ziskouez al lec'hanvioù hag a grog gant plou- ha plo- e Breizh hag e Bro-C'hall. Ar Plou- eus Plouha n'en deus netra da welout gant ar Plo- eus Plombières-lès-Dijon avat... Hag ar gartenn ne ziskouez ket an anvioù-lec'h er broioù all.

Al lec'hanvioù e Plou-, Plo-, Plu- ha Ple- er-maez eus ar broioù predenek n'o deus netra da welout gant ar rakger brezhonek. Sed amañ un nebeud skouerioù :

Ploudon, korrblanedenn an egor, n'eo ket ur barrez diazezet gant ar Vretoned kennebeut.

A bep seurt kemmañ

Diwar ar rakger plou a gaver stank e parrezioù Breizh-Izel e voe savet ar ger Plouc e-pad an Trede Republik gant ar C'hallaoued evit ober goap ouzh ar Vretoned o doa divroet da Bariz. Implijet e vez ar ger c'hoazh e galleg evit komz eus ur "paourkaezh den", dizesk ha gant doareoù gros, diwezhat. Ploukistan zo ur ger all savet diwar Plouc evit komz eus Breizh pe Kreiz-Breizh.

Pennadoù kar kemmañ