Ploulec'h

kumun Aodoù-an-Arvor

Ploulec'h (distaget [pluˈleːx] hag a-wechoù [pluˈreːx]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e kanton hag en arondisamant Lannuon.

Ploulec'h
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Ploulec'h
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lannuon
Kod kumun 22224
Kod post 22300
Maer
Amzer gefridi
Sylvain Camus
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 581 ann. (2020)[1]
Stankter 156 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 43′ 08″ Norzh
3° 30′ 11″ Kornôg
/ 48.718888889, -3.503055556
Uhelderioù kreiz-kêr : 98 m
bihanañ 0 m — brasañ 102 m
Gorread 10,15 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ploulec'h

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

B. Tanguy : Plebs Loci, 1330, fin XIVvet; 1444; Ploelech, 1426; Ploelach, 1461[2] E. Vallerie : Plebe Loci, 1330; Ploelach, 1461; Ploulerh,1574[3] Kalz a draoù disheñvel a zo bet lavaret diwar-benn orin an anv-se.

Istor kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 44 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,99% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].

Eil Brezel-bed kemmañ

  • Mervel a reas triwec’h den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Aljeria kemmañ
  • Mervel a reas ur soudard.

Brezhoneg kemmañ

Ar Brezoneg er Skol kemmañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].

Ya d'ar Brezhoneg kemmañ

  • D'an 19 a viz Here 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

"Monumant istorel" abaoe ar 4 Gwengolo 1935

  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol

"Monumant istorel", gant ar c'halvar hag ar vered abaoe an 31 Meurzh 1926. Ar c'heur ha kostez kreisteiz : XVIvet; an tour, 1738, kostez kreisteiz, 1755.

  • Chapel Itron-Varia ar Yeoded
  • Chapel sant Herbod (1569)
  • Ti feurm Kereren (1589)
  • Ti feurm Sant-Lavan (1689)
  • Maner Kerdroniou (1696)
  • Un ti eus Yeoded (1711)
  • Feunteun ha kroaz ar Yeoded (1792)
  • Kastell Kerninon

fin XVIIIvet

  • Maner Kerloas

deroù XVIIvet

  • Milin Krec'h Olen
  • Pleg-mor ar Pont-Rous
  • Monumant ar Re Varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

  • Roger Laouenan, skrivagnour hag istorour, bet ganet e Ploulec'h e 1932. Aet da Anaon e Lannuon e 2022.
  • Aogust Bôcher (1878-1944), skrivagner brezhoneg, en deus bevet eno en e vugaleaj, ha kemer a reas an anv-pluenn ar Yeodet, anv ur gêriadenn vrudet eus ar gumun.

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  Le Noan

Aotrounez Hentmeur

En gul e dri c'hleze peuliet en argant, begoù ouzh kab.

Gevelliñ kemmañ

  Lannudhno (Kernev-Veur) abaoe 1989

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  3. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  4. 4,0 ha4,1 (fr)[1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936