Plouvalae

kumun kozh Aodoù-an-Arvor


Plouvalae[2] (Ploubalay e galleg) a oa ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Pennlec'h Kanton Plouvalae e oa betek 2015.

Plouvalae
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallaouek Próbalàe
Anv gallek (ofisiel) Ploubalay
Bro istorel Bro-Valoù Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Dinan
Kanton Plouvalae (pennlec'h)
Kod kumun 22209
Kod post 22650
Maer
Amzer gefridi
Eugène Caro
2014-2016
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Aod an Emrodez
Bro velestradurel Bro Sant-Maloù
Lec'hienn web (fr)www.ville-ploubalay.com
Poblañsouriezh
Poblañs 3 077 ann. (2014)[1]
Stankter 112 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 34′ 51″ Norzh
2° 08′ 20″ Kornôg
/ 48.58083333, -2.13888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 24 m
bihanañ 2 m — brasañ 77 m
Gorread 35,45 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plouvalae

Kendeuzet e oa bet gant Ar Genkiz-Yuzhael ha Tregon-Poudour d'ar 1 a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez : Bosez-Poudour.

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

Stummoù skrivet

  • Bernard Tanguy ː Eccl. S. Petri de Ploballeio, 1163; par. de Plabela, 1269; Ploubala, 1310; Plobala, c. 1330; Ploubalay, 1348; Ploeballa, 1392; Ploubala, 1399; Plobalai, 1405; Ploubalay, 1439; Pluballay, 1444, 1551;
  • Erwan Vallerie ː Ploballeio, 1163; Ploubalay, 1348; Plobala, 1399

Gerdarzh

  • B. Tanguy ː anv ur sant ː Bachla
  • Hervé Abalain ː anv ur sant ː Bala(e), marteze eilstumm da Balay, diskibl sant Gwenole

Ardamezioù kemmañ

En argant e sourin en gul karget gant teir mailhenn en aour, leinet gant ul leon en gul krabanet, teodet, ha kurunet en aour
Tiegezh Plessis-Mauron (Grénédan, XIVvet kantved

Istor kemmañ

  • Savet eo bet asamblez tirioù Rays hag ar Genkiz-Yuzhael e miz Mezheven 1680 da gontelezh evit François-Claude du Breil. Kontelezh Brays e oa e anv.

Dispac'h Gall kemmañ

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: graet e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person en ur sevel diferadennoù na c'hellent ket bout degemeret gant ar Vodadenn vonreizhañ vroadel[3].
  • 10 Gouere 1795 ː preizhet e oa bet an ti-kêr gant 300 chouan, devet an dielloù, ha troc'het Gwezenn ar Frankiz.
  • 13 Ebrel 1796 ː emgann la Ville-Rozé, etre 350 chouan eus rann-arme la Baronnais, kaset gant Stévenot, lez-anvet Richard, ha 400 Glas eus ar 84vet hanter-brigadenn Dinan, kaset gant kabiten Lhermine.

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 88 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,65% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].

Eil Brezel-bed kemmañ

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ
  • Mervel a reas daou soudard eus ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Maner "La Coudraye", adsavet e 1729; talbennoù ha tourioù a zo bet enrollet d'ar 24 a viz Gouere 1964.
  • Maner "La Mallerie" (XVIIIvet).
  • Peulvan "La Prévôté".
  • Kevioù "La Crochais" (Oadvezh an houarn).
  • Moudenn Tertre-Bonnier (Krennamzer).
  • Kastell "La Crochais" (XVIIIvet).
  • Kastell "Bélestre" (XVIIIvet).
  • Kastell "La Ravillais".
  • Chapel "La Gonnais" (XVIIvet).
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol, sakret d'an 28 a viz Here 1877.
  • Chapel Sant Kaereg.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

  • Guy Homery, beleg, diazezour kenvreuriezh Filles de la divine providence Krehen; ganet e Plouvalae ar 25 Eost 1781, aet da Anaon e Krehen an 13 Du 1861.
  • Henri Lassourd, ganet ar 24 Mae 1902; medisin-loened, maer Gwerc'h-Breizh, 1945; kuzulier-jeneral, 1959; eil-prezidant kuzul Il-ha-Gwilun, 1967; kannad Il-ha-Gwilun (23 Mae 1968 / 4 Meurzh 1973). Aet eo da Anaon an 11 Meurzh 1978.

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  L'Advocat, Ladvocat
Aotrounez La Crochais ha Landorel
En glazur e sourin dentek en argant heuliet gant teir c'hregilhenn en aour, 2, 1.

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Plouvale, e geriadur Hemon-Huon, 1993.
  3. (fr)Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.20
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Pertes USAAF