Ploveur

kumun Penn-ar-Bed

Ploveur (distagadur er vro: [ˈplœːr][2], [pløːɤ][3]), a zo ur gumun er Vro Vigoudenn, e kanton Ploneour-Lanwern, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

Ploveur
Iliz-parrez ha kalvar er vourc'h.
Iliz-parrez ha kalvar er vourc'h.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plomeur
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Ploneour-Lanwern
Kod kumun 29171
Kod post 29120
Maer
Amzer gefridi
Ronan Credou
2020-2026
Etrekumuniezh Su ar Vro Vigoudenn
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 855 ann. (2020)[1]
Stankter 130 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 50′ 28″ Norzh
4° 17′ 00″ Kornôg
/ 47.841111, -4.283333
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 37 m
Gorread 29,69 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ploveur

Douaroniezh kemmañ

Brezhoneg kemmañ

Ya d'ar brezhoneg kemmañ

  • D'an 28 a viz Ebrel 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Deskadurezh kemmañ

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1993.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet 87 skoliad er c'hlasoù divyezhek (26,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4]

Istor kemmañ

XVIIvet kantved kemmañ

  • Emsavadeg ar Bonedoù ruz: tud eus ar barrez a gemeras perzh e preizhadenn maner an aotrou du Haffont e Triagad[5]. Parrez Ploveur a asantas paeañ 800 lur a zigoll d'e berc'henn[6]. E chapel Itron-Varia Dreminou en em vodas dileuridi ar 14 parrez emsavet. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Ploveur, Lucas Denys, goude an emsavadeg[7] .

Dispac'h Gall kemmañ

  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Siner, person, ha Merdi, kure, eus parrez Ploveur, ha Loedou, person, ha Kerloc'h, kure, eus parrez Beuzeg[8].

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 96 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,64% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[9].

Eil brezel-bed kemmañ

  • Mervel a reas 25 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[10].

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ
  • Mervel a reas daou vilour eus ar gumun[11].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • An iliz katolik.
  • Kalvarioù.
  • Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[12].
  • Monumant Rezistanted FTPF Pornaleg-Leskonil bet fuzuilhet er gumun, luc'hskeudenn[13].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Atlas linguistique de la Basse-Bretagne, 1924
  3. Andrev Sinou, Brezhoneg Lechiagad hor Yezh, 2000
  4. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  5. (fr)Serge Duigou, La Révolte des Bonnets Rouges en Pays Bigouden, Embannadurioù Ressac, Kemper, 1989, pajenn 15.
  6. (fr)Serge Duigou, La Révolte des Bonnets Rouges en Pays Bigouden, Embannadurioù Ressac, Kemper, 1989, pajennoù 15 ha 17.
  7. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg).
  8. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 51.
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (fr)Memorial Genweb