Pluniav

kumun ar Mor-Bihan

Pluniav a oa ur gumun eus Breizh e Kanton Pondi e departamant ar Mor-Bihan. Abaoe 2019 eo aet d'ober kumun Pluniav-Bizhui.

Pluniav
Chapel Sant Nigouden.
Chapel Sant Nigouden.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pluméliau
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Baod (betek 2015)
Pondi (abaoe 2015)
Kod kumun 56173
Kod post 56930
Maer
Amzer gefridi
Benoît Quéro
2014-2018
Etrekumuniezh Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Pondi
Lec'hienn web (fr)www.plumeliau.net
Poblañsouriezh
Poblañs 3 624 ann. (2016)[1]
Stankter 64 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 57′ 30″ Norzh
2° 58′ 20″ Kornôg
/ 47.9583333333, -2.97222222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 135 m
bihanañ 33 m — brasañ 182 m
Gorread 67,72 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pluniav

Douaroniezh kemmañ

Anv kemmañ

  • Erwan Vallerie ː Plomeleau, Plemeliau, 1066; Plumeliat, 1286; Plemeleau, 1287; Plimeleau, 1288; Plemeliau, 1296; Plemeliant,1296; Plemelio, 1304; Ploemeliau, 1387; Plouemiliau, 1516; Ploemellyau, 1554; Plomelio, 1630; Plumelio, 1636[2]

Ardamezioù kemmañ

En glazur e c'hleze ouzh kab en arc'hant, dornellek en aour, heuliet gant seizh rozenn en aour ouzh c'houremm
Sturienn ː Trema er Vuhe>
Aozer ː Loïc Ermoy (1979). Ar 7 rozenn a dalv evit ar 7 vloaz en deus renet Meliau, kent bezañ lazhet gant e vreur[3].

Istor kemmañ

Dispac'h Gall kemmañ

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Pluniav e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Pluniav, gant teir c'humun ennañ: Pluniav, Moustoer-Remengol ha Remengol. E Bann Pondi edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Pluniav ha lakaet Pluniav e Kanton Baod, bet krouet ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Pluniav en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[4],[5].
  • 13 ha 14 Meurzh 1793: sevel a reas tud Pluniav ouzh galvadeg an tri c’hant mil soudard (lezenn an 23 a viz C’hwevrer 1793), lazhet e voe un ugent republikan bennak gante, ar c’homiser broadel Félix Ruinet du Tailly eus Pondivi, Christophe Picard, letanant a ganolierezh eus An Oriant hag an archer Beuve Méry en o mesk[6].

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 285 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 6,00 % eus he foblañs e 1911[7].

Eil brezel-bed kemmañ

  • 1940: d'an 19 a viz Even e tegouezhas al lu alaman e Pluniav[8].
  • 1944:
    • 14 a viz Ebrel: daou benn an FTP er Mor-Bihan, Jean Kesler (Jim) ha Maurice Devilers (Michel), a voe lazhet en ur c'hrogad gant an Alamaned er Boulaye[9].
    • Ti-post: d'ar 25 a viz Mae e voe tapet 91 145 Lur gant tud eus ar Rezistañs ha 2 656,10 Lur d'an 19 a viz Gouhere; d'an 2 a viz Eost e voe roet 2 100 Lur d'an FFI[10].
    • 5 a viz Gouere: daou ezel eus an FTP a zo lazhet goude ur c'hrogad gant an Alamaned er Run[11].
    • 14 a viz Gouere: emgann Kervernen etre an Alamaned hag an FTP, tro 160 soudard alaman a vije bet lazhet, 58 stourmer eus ar Rezistañs a varvas, un 20 bennak eus paotred ar strouezheg a voe fuzuilhet goude an emgann[12].
    • 29 a viz Gouere: nav ezel eus ar Rezistañs, gant Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk, a zo bet fuzuilhet gant an Alamaned er Rodu[13].
  • 1945: d'an 23 a viz Mae e voe kavet korfoù marv tri den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[14].
  • Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ
  • Mervel a reas ur milour ag ar gumun[7].

XXIvet kantved kemmañ

  • 2015: war urzh ar maer e voe distrujet an "ti-kêr-ti-post", savet e 1951 gant an tisavour Léon Bellec hervez doare ar Seizh Breur.
  • 2019 : bodet e oa gant Bizhui-an-Dour d'ar 1 a viz Genver 2019 evit ober ur gumun nevez : Pluniav-Bizhui[15].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Relijion gatolik kemmañ

  • Chapel Sant Nikolaz an Dour, XVIvet kantved.

E kêriadenn Sant-Nigouden kemmañ

  • Chapel Sant Nigouden, XVIvet kantved.
  • Ar feunteunioù.
  • Ar c'halvar.

Monumantoù arall kemmañ

  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik,luc’hskeudenn[16].

Dezougen kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2001 Meurzh 2008 Jean Le Bec Tu-kleiz, distrollad
Meurzh 2008 Meurzh 2014 Daniel Kerbart Strollad Sokialour Gall
Meurzh 2014 Du 2018 Benoît Quéro[17] Mezeg-loened
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  Alleno,

aotrounez Kersperlan

En argant e deir joskenn en sabel diframmet en gul

[18]

Pennadoù kar kemmañ

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999
  4. (fr)Cassini - EHESS - Pluniav - Fichenn ar gumun
  5. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 233, 280 ha 319
  6. (fr)Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 258
  7. 7,0 7,1 ha7,2 (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  8. (fr)Ouest-France, 19 a viz Mae 2010
  9. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 140
  10. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 282
  11. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 141
  12. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 142-147
  13. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn III, pajenn 164
  14. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  15. (fr) Recueil des actes administratifs du Morbihan, 28 Du 2018.
  16. (fr)Memorial Genweb
  17. (fr)« Municipales à Pluméliau. Benoît Quéro est le nouveau maire de la commune », Ouest-France, 31 mars 2014.
  18. (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014