Ur polouchka (полушка e ruseg) a oa ur pezh rus hag a dalveze kement hag ur 1/4 kopek (100 kopek a zo en ur roubl).

Polouchka mintet e 1795 en amzer Katelin II.

Kroget e voe da vintañ polouchkaoù en 1700 en amzer Pêr Gentañ, hogen e-pad 150 vloaz a-raok e veze graet un doare pezhioù all diwar orjal. Paouezet ez eus bet d'ober anezho e 1916, a-raok diskar an Tiegezh Romanov en 1917.

En XVIIIvet kantved e veze skrivet polouchka war ar pezhioù-se, hogen goude eo 1/4 kopek a veze lennet goude.