Stourm ouzh an tanioù-gwall, an dourioù-beuz ha gellout reiñ sikourioù liesseurt eo micher ar bomperien. Kefridi bennañ ur pomper a zo gwareziñ an dud, ar madoù hag an endro. Ur vicher diazez eus ar surentez keodedel eo. Tud a-youl-vat eo an darn vuiañ anezho, met lod a zo ur seurt soudarded.

Pomperien o lazhañ an tan
Pompiers amerikan en Irak
Pomperien Chicago
Pomperien en EPFL
Pleustradeg evit saveteiñ en Alamagn
Tennañ kuit ur c'houzañvad, Belgia
Pomperien Pölitz (Polonia)

Daoust ma kemm kefridioù ha statudoù ar bomperien eus an eil bro d'eben ez eus diazezoù hollek:

Dont a ra ar ar ger "pomper" eus ar benveg a veze implijet gant ar bomperien er penn kentañ evit lazhañ an tan, da lavaret eo ur pomp dre zorn.

Pomperien Bro-C'hall kemmañ

Dindan atebegezh ar c'humunioù ha kumuniezhioù kumunioù emaint, met muioc'h-muiañ a bomperien a vez gopret gant an departamantoù e Servijoù Departamant an tanioù-gwall hag ar sikourioù (Services départementaux d'incendie et de secours = SDIS). Daou rejimant al Lu gall a ra war-dro ar surentez keodedel ivez : Rejimant Pomperien Pariz hag ar Voraerion-Bomperien e Marselha.

Niver a bomperien kemmañ

Bro Niver hollek A-vicher A-youl vat Notenn
Alamagn 1 383 730 24 000 1 300 000 hag ouzhpenn : etre 30 ha 40 000 pomperien an embregerezhioù
Aostria 247 227
Belgia 17 000 5 000 12 000 (70 %)
Danmark 6 500 1 700 3 400 enno 1 400 konskried ;
servij kêr roet d'an embregerezh Falck e 2/3 eus ar c'humunioù
Bro-C'hall 236 000 51 200 198 200 (79,5 %) e touez ar 51 200 den a-vicher : 39 200 nannsoudard ha 12 000 soudard (BSPP, BMPM, UIISC 1,5 ha 7).
Luksembourg[1] 9 219 178 9 041
Izelvroioù 26 512 4 253 22 259 (85 %)
Bro-Saoz ha Bro-Gembre 58 000 35 500 16 500 15 000 den a-vicher darn-amzer ha 1 500 den a bolontez vat
Slovenia 60 860 860 60 000
Suis 121 200 1 400 119 400 hag ouzhpenn : tro 400 pomper embregerezh (stadegoù 2004)
Niver a bomperien dre vro


Bro Niver hollek A-vicher A-youl vat
Alamagn 1 676 29 1 575
Aostria 3 033
Belgia 164 48 115 (70 %)
Danmark 120 31 63
Bro-C'hall 382 65 317 (85 %)
Luksembourg 2 081 40 2 041
Izelvroioù 164 26 138 (85 %)
Bro-Saoz ha Bro-Gembre 110 67 31
Slovenia 3 043 43 3 000
Suis 1 638 19 1 613
Niver a bomperien dre vro evit 100 000 anezad

Kirri arouezius kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur kemmañ

  • KOSTIOU Jeremi, Ur mirdi evit istor bras paotred-an-tan, e-barzh Ya !, niv. 428, miz Eost 2013, p. 3.

Notennoù kemmañ