Port Ìlein (Port Ellen e saozneg) a zo ur porzh en Enez Ìle, en Inizi Gall Bro-Skos, hag eil kêr an enez war-lerc'h Am Bogha Mòr.

Port Ìlein, porzh en Enez Ìle.

Eno e tegouezh al lestr-treizh eus Ceann na Creige (penn ar garreg) e Bro-Skos. Ur strilherezh zo, ne vez ket graet wiski enni ken abaoe 1983, met malt a vez graet evit strilherezhioù all an enez.