Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Power trio a zo ur seurt strollad rock'n'roll poblekaet er bloavezhioù 1960.

Power trio a zo graet gant un tarlasker (soner gitar), un iz-tarlasker (soner gitar-boud) hag un tabouliner, unan pe meur eus ar re-se o kanañ (m'az eus eus ur c'han evel-just). Al labour tarlasker luskel ha/pe an hini soner piano, hag a veze kavet alies er rock, a zo laosket a gostez, ar strolladoù krouet e-mod-se oc'h adkav neuze stumm kent strolladoù blues ar bloavezhioù 1950. Donedigezh Power trio a zo bet posupl, evit ul lodenn, dre ziorroadur teknologel ar c'hitarioù tredan hag an amplaerioù, hag he deus lakaet da vezañ posupl d'ar c'hitarioù produiñ kalz muioc'h a son ha neuze gellout asuriñ he-unan al lodenn tonel er strolladoù o seniñ sonerezh a-seurt gant rock, funk, ha reoù all...

Cream, Taste ha The Jimi Experience a zo skouerioù mat eus power trio-où, memes ma n'eo ket bet sellet outo evit gwir evel-se d'ar poent. Ar power trio a zo ivez ur bagad hag a zo fraezh a-walc'h evit seniñ war ar prim.

E Breizh kemmañ

Ebel Elektrik zo ur power trio blues-rock psikedelek a-seurt gant ar re ziwezhañ-se hag e brezhoneg penn-da-benn. A-hend-all e c'haller menegiñ Brieg Guerveno en doa savet e bladennoù metal kentañ gant ur power trio a-raok degemer un tarlasker all.