Ar ger pried a vez implijet, en ul live yezh uhelik, da gomz eus un den dimezet, da lavarout eo:

  • e-lec'h ar ger gwaz, evit ur paotr;
  • e-lec'h ar ger gwreg, evit ur plac'h (lavaret e vez ivez: gwreg-pried pa vez c'hoant da lakaat kemm etre paotr ha plac'h[1]).

Ar priedoù a vez lâret el liester, hag an dud nevez da zeiz eured ar priedoù. An daou bried, a vez lavaret ivez.

Gerioù enebet kemmañ

Enebet eo ar ger pried

  • ouzh ar gerioù all a sell ouzh an tiegezh (ma fried/ ma zad)
  • ouzh gerioù all a denn d'ar gevredigezh e-maez an tiegezh, evel e bried/e serc'h, pe he mevel/ he fried.

Gerioù kar kemmañ

Er gevredigezh kemmañ

Dous ha feal e rank an daou bried bezañ an eil ouzh egile, hervez ar relijion evel hervez al lezenn.

Pa vez taolioù ha fest ar vazh er gêr e vez komzet eus gwall bried.

Er gwerzioù kemmañ

Pennadoù kar dre ar ster kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. François Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p.268a.


Sellit ouzh ar ger Pried er
wikeriadur, ar geriadur frank.