Priz Bras kirri Bahrain

Priz Bras Bahrain (arabeg : جائزة البحرين الكبرى) zo ur redadeg Formulenn 1 aozet e Bahrein abaoe 2004, bep bloaz war-bouez e 2011. Ar Priz Bras kentañ dalc'het er Reter-Kreiz eo. Peder gwezh e oa bet redadeg kentañ ar bloaz, oc'h eskemm he flas gant Priz Bras Aostralia e 2006 pa oa bet daleet redadeg Aostralia abalamour da C'hoarioù ar C'hommonwealth, e 2010, hag implijet ar bloaz-se stumm hir an droiad da lidañ 60vet kevezadeg ar Formulenn 1, e 2021 pa oa bet nullet Priz Bras Aostralia abalamour d'ar bedreuziad COVID-19 hag e 2022 da chom hep beajiñ etre esaeoù rak-koulzad a oa bet dalc'het e Barhein. Abaoe 2014 e vez redet diouzh noz.

Troiad etrevroadel Sakhir, evel ma oa bet implijet etre 2004 ha 2009 hag abaoe 2012

E 2011 e oa bet nullet ar redadeg abalamour d'ar manifestadegoù a-enep ar gouarnamant. Distroet e oa e 2012 daoust ma oa tamallet d'ar vro chom hep doujañ da wirioù an dud.

Roll al loreidi kemmañ

 
Troiad hir Sakhir, implijet e 2010
Bloaz Blenier Saver Troiad Diverradenn
2004   Michael Schumacher Ferrari Troiad Priz Bras Diverradenn
2005   Fernando Alonso Renault Diverradenn
2006   Fernando Alonso Renault Diverradenn
2007   Felipe Massa Ferrari Diverradenn
2008   Felipe Massa Ferrari Diverradenn
2009   Jenson Button Brawn-Mercedes Diverradenn
2010   Fernando Alonso Ferrari Troiad Andurañs Diverradenn
2011 Nullet Troiad Priz Bras Diverradenn
2012   Sebastian Vettel Red Bull-Renault Diverradenn
2013   Sebastian Vettel Red Bull-Renault Diverradenn
2014   Lewis Hamilton Mercedes Diverradenn
2015   Lewis Hamilton Mercedes Diverradenn
2016   Nico Rosberg Mercedes Diverradenn
2017   Sebastian Vettel Ferrari Diverradenn
2018   Sebastian Vettel Ferrari Diverradenn
2019   Lewis Hamilton Mercedes Diverradenn
2020   Lewis Hamilton Mercedes Diverradenn
2021   Lewis Hamilton Mercedes Diverradenn
2022   Charles Leclerc Ferrari Diverradenn

Blenierien kemmañ

Trec'hioù Blenier Bloazioù gounezet
5   Lewis Hamilton 2014, 2015, 2019, 2020, 2021
4   Sebastian Vettel 2012, 2013, 2017, 2018
3   Fernando Alonso 2005, 2006, 2010
2   Felipe Massa 2007, 2008

Saverien kemmañ

Trec'hioù Saver Bloazioù gounezet
7   Ferrari 2004, 2007, 2008, 2010, 2017, 2018, 2022
6   Mercedes 2014, 2015, 2016, 2019, 2020, 2021
2   Renault 2005, 2006
  Red Bull 2012, 2013

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1