Priz Nobel ar Peoc'h

Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp Priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel (1833-1896). Hervez testamant A. Nobel, Priz ar Peoc'h a zlee bezañ roet « d'an den en devo graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù evit kas an armeoù da get pe o bihanaat, pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h. »

Priz Nobel ar Peoc'h
peace award
Iskevrennad eusPriz Nobel Kemmañ
Rann eusPriz Nobel Kemmañ
Lec'hOslo Kemmañ
Deroet gantNorwegian Nobel Committee Kemmañ
Deiziad kregiñ10 Kzu 1901 Kemmañ
Review score5, 0.8 Kemmañ
HashtagPrixNobelDeLaPaix Kemmañ
Advertisespeoc'h Kemmañ
Rummad tostCategory:Organizations awarded Nobel Peace Prizes Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nobelprize.org/prizes/peace/ Kemmañ
An Dalai Lama ha Desmond Tutu, Skeudenn gant Carey Linde, 2004

E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhunvezh e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek marv hemañ e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he devoa ar muiañ a bouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez testamant ar skiantour.

Bep bloaz e vez roet ar priz Nobel en Oslo, kêr-benn Norvegia, rak spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekis reiñ ar priz Nobel er gêr-se. Roet e vez atav d'an 10 a viz Kerzu, a zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia.

Tri zra a vez profet d'al loreidi : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sal-kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg Priz Nobel ar Peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Brudet eo an abadennoù er bed a-bezh, ha tud brudet-kenañ a vez pedet d'o c'hinnig pe da gemer perzh enno.
Dibab loreidi Priz Nobel ar Peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o devoa implijet doareoù-ober feuls evit diskoulmañ kudennoù kent ober strivoù bras dre implijout doareoù difeuls evit klask skoulmañ ar peoc'h.

Priz Nobel ar Peoc'h eo ar Priz Nobel nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.

Loreidi kemmañ

Bloavezhioù 1900 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1901   Frédéric Passy   Bro-C'hall « Abalamour m'eo unan eus diazezerien bennañ an Unaniezh Etreparlamantel hag ivez pennaozer Kendalc'h Hollvedel ar Peoc'h e 1899. »
  Jean Henry Dunant   Suis « Abalamour d'e berzh e diazezadur Poellgor Etrebroadel ar Groaz Ruz. »
1902   Élie Ducommun   Suis « Abalamour d'e labour evel Sekretour a Enor, Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
  Charles Albert Gobat   Suis « Abalamour d'e labour evel Pennsekretour, Unaniezh Etreparlamantel ha Sekretour a Enor, Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
1903   William Randal Cremer   Rouantelezh-Unanet « Abalamour d'e labour evel ezel, Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ha Sekretour, Kevre Etrebroadel an Dredeogiezh (International Arbitration League). »
1904   Institut de Droit International   Belgia « Abalamour d'e strivoù, evel aozadur nann-ofisiel, evit termeniñ pennaennoù hollek skiant al lezennoù etrebroadel. »
1905   Bertha von Suttner   Aostria-Hungaria « Abalamour d'he labour evel Prezidantez a Enor Burev Etrebroadel ar Peoc'h hag aozerez Lay Down Your Arms – The Autobiography of Martha von Tilling ("Dilezit hoc'h armoù – Emvuhezskrid Martha von Tilling"). »
1906   Theodore Roosevelt   Stadoù-Unanet « Abalamour d'al labour a hanterouriezh bet kaset da bennvat a-benn echuiñ gant ar Brezel Rusian-Japanat hag abalamour d'e atapi ouzh an dredeogiezh, p'en devoa degaset he degouezh kentañ da Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
1907   Ernesto Teodoro Moneta   Italia « Abalamour d'he labour evel Prezidant, Kevre Lombardat ar Peoc'h ; unan eus an dud pennañ o labourat evit ar peoc'h en Italia. »
  Louis Renault   Bro-C'hall « Kelenner war ar Gwir Etrebroadel, a oa Kannad pad Bro-C'hall e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
1908   Klas Pontus Arnoldson   Sveden « Diazezer Kevre Svedat ar Peoc'h hag an Dredeogiezh. »
  Fredrik Bajer   Danmark « Abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamantel pa oa Prezidant kentañ Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
1909   Auguste Marie François Beernaert   Belgia Bet Pennmaodiern ; Ezel, Parlamant Belgia ; Ezel, Lez-varn Etrebroadel Den Haag ; « abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamenael hag e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
  Paul-Henri-Benjamin d'Estournelles de Constant   Bro-C'hall Ezel, Sened Bro-C'hall ; diazezer ha Prezidant ar strollad parlamantel gall evit an dredeogiezh a-youl-vat ; diazezer ar Poellgor evit Difenn an Deurioù Broadel hag evit an Unvanidigezh Etrebroadel ; « abalamour d'e labour diplomatek evit ar c'henemglev etre Bro-C'hall hag Alamagn, Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, kevret gant ur remzad diplomatel dibar war tachenn an dredeogiezh. »
1910   Burev Etrebroadel ar Peoc'h   Suis Krouet e 1891 ; « abalamour d'e labour evit kenliammañ aozadurioù ar Peoc'h eus meur a vro. »

Bloavezhioù 1910 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1911   Tobias Michael Carel Asser   Izelvroioù Maodiern ; alvokad ; « abalamour d'e labour evel kentradour ar C'huzuliadegoù a-zivout ar Gwir Prevez Etrebroadel e Den Haag. »
  Alfred Hermann Fried   Aostria-Hungaria Kazetenner ; diazezer ar gelaouenn Die Friedenswarte ("Engortoz ar Peoc'h") ; « abalamour m'en deus diazezet Kevredad Alaman ar Peoc'h. »
1912   Elihu Root   Stadoù-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour m'eo bet kentradour meur a feur-emglev tredeogiezh, abalamour d'e zeur kreñv ouzh an dredeogiezh etrebroadel, hag abalamour d'e raktres evit ul lez-varn etrebroadel. »
1913   Henri La Fontaine   Belgia Ezel eus Parlamant Belgia (senedour) ; « abalamour d'e labour evel Prezidant Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
1914 Loread(ez) ebet en abeg d'ar Brezel-bed Kentañ
1915
1916
1917   Kuzul Etrebroadel ar Groaz Ruz   Suis « Abalamour m'en deus sammet ar poellad divent da glask gwareziñ gwirioù an niver bras a brizonidi en holl duioù ar Brezel-Bed Kentañ, en o zouez o gwir da vont e darempred gant o familhoù. »
1918 Loread(ez) ebet
1919   Woodrow Wilson   Stadoù-Unanet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika ; « abalamour m'en deus diazezet Kevre ar Broadoù. »
1920   Léon Victor Auguste Bourgeois   Bro-C'hall Bet Sekretour-Stad ; Prezidant Sened Frañs ; Prezidant Kuzul Kevre ar Broadoù ; « abalamour m'en deus diazezet Kevre ar Broadoù »

Bloavezhioù 1920 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1921   Hjalmar Branting   Sveden Pennmaodiern Sveden ; Kannad Sveden e Kevre ar Broadoù ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù. »
  Christian Lous Lange   Norvegia Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel ; « abalamour d'e labour evel kentañ Sekretour Poellgor Nobel Norvegia, hag evel Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel. »
1922   Fridtjof Nansen   Norvegia Skiantour ; ergerzhour ; Kannad Norvegia, Kevre ar Broadoù ; enhenter « paseporzhioù Nansen » evit ar repuidi ; «abalamour d'e labour evit skoazellañ ar milionoù a dud e Rusia a oa o stourm ouzh an naonegezh, ha d'e labour evit ar repuidi en Anatolia hag e Trakia. »
1923 — Loread(ez) ebet —
1924
1925   Austen Chamberlain   Rouantelezh-Unanet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno. »
  Charles Gates Dawes   Stadoù-Unanet Besprezidant Stadoù-Unanet Amerika ; Kadoriad Poellgor ar Re Gevredet evit an Digoll ; « abalamour d'e labour evel kentradour "Raktres Dawes" da-geñver an digoll dleet gant Alamagn. »
1926   Aristide Briand   Frañs (Breizhad) Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e laour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno ha Kengrad Pariz (Kellog-Briand Pact pe General Treaty for Renunciation of War as an Instrument of National Policy, "Feur-emglev hollek evit dilezel ar brezel evel benveg politikel broadel"). »
  Gustav Stresemann   Alamagn Bet Pennmaodiern (Reichs-kanzler) ; Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno. »
1927   Ferdinand Buisson   Bro-C'hall Bet Kelenner kozh e Skol-veur ar Sorbonne e Pariz ; krouer ha prezidant Kevre Gwirioù Mab-den ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. »
  Ludwig Quidde   Alamagn Kelenner, Skol-veur Berlin ; ezel, Parlamant Alamagn ; perzhiad e meur a guzuliadeg evit ar Peoc'h ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. »
1928 — Loread(ez) ebet —
1929   Frank B. Kellogg   Stadoù-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Kengrad Pariz. »
1930   Lars Olof Jonathan (Nathan) Söderblom   Sveden Arc'heskob ; penn al luskad ekumenek ; « abalamour d'e strivoù evit lakaat an Ilizoù da gemer perzh n'eo ket hepken a-benn tizhout an unvaniezh ekumenek, evit ar peoc'h er bed ivez. »

Bloavezhioù 1930 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1931   Jane Addams   Stadoù-Unanet Kevredadourez ; Prezidantez Etrebroadel Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz (Women's International League for Peace and Freedom) ; « abalamour d'he labour evit degaskemmoù er gevredigezh, ha d'he labour evel penn KEMPF. »
  Nicholas Murray Butler   Stadoù-Unanet Prezidant, Columbia University ; « abalamour d'e labour evel pennlusker Kengrad Pariz, hag evel penn ar rann mirourañ eus al luskad amerikan evit ar Peoc'h. »
1932 — Loread(ez) ebet —
1933   Sir Norman Angell (Ralph Lane)   Rouantelezh-Unanet Skrivagner ; ezel, Poellgor Erounit Kevre ar Broadoù ; ezel, Kuzul Broadel ar Peoc'h (National Peace Council) ; « abalamour m'eo aozer The Great Illusion ("An touell meur"), ma sav a-du gant Kevre ar Broadoù ha m'en deus levezon war tachenn ar brudañ hag ar c'henteliañ diwar-benn ar Peoc'h. »
1934   Arthur Henderson   Rouantelezh-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; Prezidant, Kuzuliadeg Kevre ar Broadoù evit an Dizarmadeg (League of Nations Disarmament Conference) e 1932 ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù, ha d'e strivoù a-fed diazarmadeg dreist-holl. »
1935   Carl von Ossietzky   Alamagn (Trede Reich) Kazetenner e Die Weltbühne("Leurenn ar Bed") ; peoc'hgarour ; « abalamour d'e stourm a-enep adarmañ Alamagn. »
1936   Carlos Saavedra Lamas   Arc'hantina Maodiern ; Prezidant Kevre ar Broadoù ; « abalamour d'e labpur evel hanterour e Brezel ar Chaco etre Paraguay ha Bolivia. »
1937   The Viscount Cecil of Chelwood   Rouantelezh-Unanet Skrivagner, bet Mirour ar Siell Brevez (Lord Keeper of the Privy Seal) ; « abalamour d'e labour evel diazezer ha Prezidant Koulzad Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Campaign). »
1938   Ofis Etrebroadel Nansen ar Repuidi   Suis Un aozadur etrebroadel evit sikour, bet krouet gant Fridtjof Nansen e 1921 ; « abalamour d'e labour evit skoazellañ ar repuidi. »
1939 — Loread(ez) ebet, en abeg d'an Eil Brezel-Bed
1940

Bloavezhioù 1940 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1941 — Loread(ez) ebet, en abeg d'an Eil Brezel-Bed —
1942
1943
1944   Kengor Etrebroadel ar Groaz Ruz   Suis Daleet betek 1945 e voe roadur ar Priz Nobel 1944 ; « abalamour d'al labour meur a zo bet graet e-pad an Eil Brezel-Bed en anv an denelezh. »
1945   Cordell Hull   Stadoù-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; unan eus perzhidi pennañ e krouidigezh Aozadur ar Broadoù Unanet ; « abalamour d'e stourm a-enep an emglozadouriezh en e vro, d'e strivoù a-benn krouiñ ur bloc'had Stadoù a-du gant ar Peoc'h war ar c'hevandir amerikan, ha d'e labour evit Aozadur ar Broadoù Unanet. »
1946   Emily Greene Balch   Stadoù-Unanet « Bet Kelennerez war an Istor hag ar Gevredadouriezh ; Prezidantez Etrebroadel a Enor, Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz. »
  John Raleigh Mott   Stadoù-Unanet « Kadoriad, Kuzul Misioner Etrebroadel (International Missionary Council) ; Prezidant, Emglev Bedel Kevredadoù Kristen ar Wazed Yaouank (World Alliance of Young Mens Christian Associations/YMCA). »
1947   Friends Service Council   Rouantelezh-Unanet « Kendruez d'an hentez ha c'hoant d'o skoazellañ. »
American Friends Service Committee   Stadoù-Unanet
1948 — Loread(ez) ebet —
1949   The Lord Boyd-Orr   Rouantelezh-Unanet « Mezeg ; politikour war ar vagadurezh ; pennaozer ha Pennrener Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (FAO) (Food and Agricultural Organization) ; Prezidant, Kuzul Broadel ar Peoc'h hag Unaniezh Bedel an Aozadurioù evit ar Peoc'h (World Union of Peace Organizations). »
1950   Ralph Bunche   Stadoù-Unanet « Kelenner, Harvard University Cambridge, MA ; Rener, Director, rann ar Gulatoriezh, Aozadur ar Broadoù Unanet ; hanterour oberiant e Palestina, 1948. »

Bloavezhioù 1950 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1951   Léon Jouhaux   Bro-C'hall « Prezidant, Poellgor Etrebroadel Kuzul Europa ; Besprezidant, Kengevredad Etrebroadel ar C'hweluniadoù Frank (International Confederation of Free Trade Unions/CFTU) ; ezel, Aozadur Etrebroadel al Labour ; kannad en Aozadur ar Broadoù Unanet. »
1952   Albert Schweitzer   Frañs (Elzasad) « Surjian misioner ; diazezour ospital Lambaréné (Gabon). »
1953   George Catlett Marshall   Stadoù-Unanet « Prezidant meur ar Groaz Ruz Amerikan ; bet Maodiern an Aferioù Estren ha Maodiern an Difenn ; kannad, A.B.U. ; kentradour Raktres Marshall. »
1954   Komiserezh Uhel ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi   Suis « Un aozadur-skoazellañ etrebroadel bet krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1951. »
1955 — Loread(ez) ebet —
1956
1957   Lester Bowles Pearson   Kanada Bet Maodiern an Aferioù Diavaez Kanada ; bet Prezidant ar 7vet Dalc'h eus Emvod Meur ar Broadoù-Unanet ; « abalamour d'ar perzh en deus graet evit klask lakaat termen da Enkadenn Suez, ha da zalc'h ar Reter-Kreiz dre hanterouriezh ar Broadoù-Unanet. »
1958   Georges Pire   Belgia « Tad en Urzh Dominikan ; Penn an aozadur skoazellañ repuidi L'Europe du Coeur au Service du Monde. »
1959   Philip J. Noel-Baker   Rouantelezh-Unanet Ezel, Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ; « abalamour m'en deus labouret a-hed e vuhez evit ar peoc'h hag ar c'henlabour etre ar broioù. »
1960   Albert Lutuli   Suafrika Prezidant an African National Congress/ANC ; «abalamour m'eo bet er penn a-raok evit ar stourm a-enep an apartheid e Suafrika. »

Bloavezhioù 1960 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1961   Dag Hjalmar Agne Carl Hammarskjöld   Sveden Pennsekretour, Aozadur ar Broadoù Unanet ; «abalamour m'en deus kreñvaet an aozadur. »
1962   Linus Carl Pauling   Stadoù-Unanet « Abalamour m'en deus stourmet a-enep taolioù-arnod an armoù nukleel. »
1963   Kuzul Etrevroadel ar C'hroazioù Ruz   Suis « Abalamour d'o labour da-geñver gwareziñ gwirioù mab-den a-hed ar 100 bloavezh abaoe ma oa bet ganet Kuzul Etrevroadel ar C'hroazioù Ruz. »
  Kevre ar Groaz Ruz   Suis
1964   Martin Luther King, Jr.   Stadoù-Unanet Stourmer evit ar gwirioù keodedel ; « abalamour m'eo an den kentañ e bed ar C'hornôg en deus diskouezet e c'haller kas ur stourm hep feulster. »
1965   UNICEF   Broadoù Unanet « Un aozadur etrebroadel evit skoazellañ. »
1966 — Loread(ez) ebet —
1967
1968   René Cassin   Bro-C'hall « Prezidant, Lez Europat Gwirioù Mab-den. »
1969   Aozadur Etrebroadel al Labour   Broadoù Unanet « Pal pennañ Aozadur Etrebroadel a Labour eo staliañ pennaennoù a-benn ma vo gwellaet doareoù-labourat ha gwirioù kevredadel an implijidi. Diarvar eo an Aozadur e vo kreñvaet ar Peoc'h dre ar pennaenoù-se abalamour ma krennont an direzihderioù kevredadel. »
1970   Norman E. Borlaug   Stadoù-Unanet Kreizenn Etrebroadel evit Gwellaat ar Maiz hag ar Gwinizh]] (International Maize and Wheat Improvement Center) ; « abalamour d'e zegasadennoù d'an "Dispac'h Glas" a voe ken pouezus e kenderc'hadur ar boued, en Azia ha Suamerika dreist-holl. »

Bloavezhioù 1970 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1971   Willy Brandt   RKA Kañseller, Republik Kevreadel Alamagn ; « abalamour d'e Ospolitik. »
1972 — Loread(ez) ebet —
1973   Henry A. Kissinger   Stadoù-Unanet « Abalamour da Genemglev Pariz evit ar Peoc'h bet sinet e 1973 evit degas un harz-tennañ e Brezel Viêt Nam hag emdenn an nerzh amerikan. »
  Lê Ðức Thọ (nac'het)   Viêt Nam (Republik Demokratel Viêt Nam)
1974   Seán MacBride   Iwerzhon Prezidant, Burev Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Bureau) ; Prezidant, Poellgor Namibia ; « abalamour d'e zeur bras ouzh gwirioù mab-den : kas Kendivizad Europat Gwirioù Mab-Den (European Convention on Human Rights) dre Guzul Europa, sikour evit diazezañ ha kas Amnesty International ha labourat evel Pennsekretour Poellgor Etrebroadel ar Wiriaourien (International Commission of Jurists). »
  Eisaku Sato   Japan Pennmaodiern Japan ; « abalamour m'en deus dilezet an dibab nukleel evit Japan, hag abalamour d'e strivoù evit kas pelloc'h adunvanadur er rannved. »
1975   Andrey Sac'harov   Unaniezh Soviedel « Abalamour d'e stourm evit gwirioù mab-den, an dizarmañ hag ar c'henlabour etre an holl vroioù. »
1976   Betty Williams   Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonadez) « Diazezourezed Emsav ar Peoc'h evit Norzh Iwerzhon (anvet diwezhatoc'h Kumuniezh Tud ar Peoc'h). »
  Mairead Corrigan   Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonadez)
1977   Amnesty International   Rouantelezh-Unanet « Abalamour ma gwarez gwirioù mab-den ar brizonidi a goustiañs. »
1978   Mohamed Anwar el-Sadat   Egipt « Abalamour da Emglevioù Camp David, a zegasas ur peoc'h kevraouet etre Egipt hag Israel. »
  Menachem Begin   Israel
1979   Mamm Tereza   India « Penngaserez Misionerien ar Garitez (Missionaries of Charity). »
1980   Adolfo Pérez Esquivel   Arc'hantina Penngasour gwirioù mab-den ; « abalamour m'en deus diazezet meur a aozadur difeuls evit gwirioù mab-den a-benn stourm ouzh ar juntenn vilourel a oa o ren war e vro, Arc'hantina. »

Bloavezhioù 1980 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1981   Komisererezh Uhel ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi   Broadoù Unanet « Un aozadur skoazell etrebroadel krouet gant ABU e 1951. »
1982   Alva Myrdal   Sveden « Abalamour d'o labour dispar e nevidoù Feur-emglev Tlatelolco ar Broadoù Unanet evit an dizarmadeg, m'o deus kemeret pep a berzh pouezus ha gounezet an anaoudegezh etrebroadel. »
  Alfonso García Robles   Mec'hiko
1983   Lech Wałęsa   Polonia « Krouer ar c'hweluniad Solidarność ; stourmer evit gwirioù mab-den. »
1984   Desmond Mpilo Tutu   Suafrika « Eskob Johannesburg ; bet Pennsekretour, Kuzul Suafrikan an Ilizoù (South African Council of Churches). »
1985 I.P.P.N.W International Physicians for the Prevention of Nuclear War   Stadoù-Unanet (Mezeien Etrebroadel evit Dizarbenn ar Brezel Nukleel) ; « abalamour da zitouroù solius, ha dre grouiñ un emskiant ouzh heuliadoù dirfeudek an armoù nukleel. Krediñ a ra d'ar Poellgor e tegas kement-se d'e dro ur c'hresk er gwask a-berzh an dud a stourm ouzh paotadur an armoù nukleel, hag e kas da adtermeniñ an tevetoù en ur deurel muioc'h a evezh d'ar yec'hed ha da gudennoù denegour all. »
1986   Elie Wiesel   Stadoù-Unanet « Kadoriad "Poellgor ar Prezidant a-zivout al Loskaberzh" ("The President's Commission on the Holocaust"). »
1987   Óscar Arias Sánchez   Costa Rica « Abalamour d'e labour evit ar peoc'h e Kreizamerika, d'ar strivoù en deus kaset d'an emglev sinet e Guatemala d'ar 7 a viz Eost er bloaz-mañ. »
1988   Nerzhioù Mirout ar Peoc'h ar Broadoù-Unanet   Broadoù Unanet « Abalamour d'o strivoù a gasas da zegasadennoù pouezus war-du sevenidigezh unan eus pennaennoù ar Broadoù Unanet. »
1989   Tenzin Gyatso
14vet Dalai Lama
  Tibet « Abalamour d'e stourm evit dieubiñ Tibet, a gasas en ur chom bepred a-enep implij ar feulster. Kentoc'h en deus erbedet diskoulmoù peoc'hus diazezet war ar c'houzañvusted hag ar gendoujañs, abalamour da wareziñ hêrezh istorel ha sevenadurel e bobl. »
1990   Mikhail Gorbatchev   Unaniezh Soviedel Prezidant, Unaniezh Soviedel ; « abalamour d'e berzh gourfouezus en argerzh ar peoc'h a zo hiziv un dezverk pennañ e rannoù bras ar gumuniezh etrebroadel. »

Bloavezhioù 1990 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1991   Aung San Suu Kyi   Birmania « Abalamour d'he stourm peoc'hus evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den. »
1992   Rigoberta Menchú Tum   Guatemala « Abalamour d'he labour evit ar reizhded kevredadel hag an adunvanadur kenelsevenadurel diazezet war an douj da wirioù ar pobladoù henvroat. »
1993   Nelson Mandela   Suafrika « Abalamour d'o labour a-benn echuiñ gant renad an apartheid, hag evit bezañ diazezet ur Suafrika demokratel nevez. »
  Frederik Willem de Klerk   Suafrika
1994   Yasser Arafat   Palestina « Evit enoriñ un ober politikel a ziarc'he un nerzh-kalon bras digant an daou du, hag en deus digoret hentoù nevez war-du ar vreudeuriezh er Reter-Kreiz. »
  Yitzhak Rabin   Israel
  Shimon Peres   Israel
1995   Joseph Rotblat   Rouantelezh-Unanet « Abalamour d'o strivoù a-benn krennañ war berzh an armoù nukleel er bolitikerezh etrebroadel ha, war hiroc'h termen, kas hevelep armoù da get. »
  Pugwash Conferences on Science and World Affairs   Kanada
1996   Carlos Filipe Ximenes Belo   Timor ar Reter « Abalamour d'o labour da-gaout un diskoulm reizh ha peoc'hus d'ar brezel e Timor ar Reter. »
  José Ramos-Horta   Timor ar Reter
1997   International Campaign to Ban Landmines   Stadoù-Unanet ("Koulzad etrebroadel evit forbannañ ar minoù") « Abalamour d'o labour a-benn forbannañ ha lemel ar minoù enepdenel. »
  Jody Williams   Stadoù-Unanet
1998   John Hume   Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonad) « Abalamour d'o strivoù a-benn kavout un diskoulm peoc'hus d'ar brezel e Norzhiwerzhon. »
  David Trimble   Rouantelezh-Unanet
1999   Médecins Sans Frontières   Suis « Evit anaout labour diorreer ha denegour an Aozadur war meur a gevandir. »
2000   Kim Dae Jung   Republik Korea « Abalamour d'e labour evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den e Korea ar Su hag en Azia ar Gevred dre vras, hag abalamour d'ar peoc'h hag ar peoc'haat gant Korea an Norzh da gentañ penn. »

Bloavezhioù 2000 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
2001   Broadoù Unanet « Abalamour d'o labour a-benn sevel ur bet aozet gwelloc'h ha peoc'husoc'h. »
  Kofi Annan   Ghana
2002   Jimmy Carter   Stadoù-Unanet « Abalamour d'an degadoù a vloavezhioù en deus tremenet o strivañ hep skuizhañ a-benn kavout diskoulmoù peoc'hus da genniñvoù etrebroadel, a-benn kas an demokratelezh ha gwirioù mab-den war-raok, hag a-benn herouezañ an diorroadur armerzhel ha kevredadel. »
2003   Shirin Ebadi   Iran « Abalamour d'he strivoù evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den, reoù ar maouezed hag ar vugale pergen. »
2004   Wangari Muta Maathai   Kenya « Abalamour d'he degasadennoù war tachenn an diorroadur padus, an demokratelezh hag ar Peoc'h. »
2005   Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek   Aostria « Abalamour d'ar bec'h o deus lakaet evit mirout na vije graet gant an energiezh nukleel evit dezevioù milourel ha da asuraat e vije graet en doare surañ posupl gant an energiezh nukleel lakaet da dalvezout evit an dezevioù peoc'hus. »
  Mohamed El Baradei   Egipt
2006   Muhammad Yunus   Bangladesh « Abalamour m'o deus aesaet buhez armerzhel ha kevredadel ar re baour, ar maouezed pergen, dre o labour difraoster war tachenn ar gorrgred. »
  Grameen Bank   Bangladesh
2007   Al Gore   Stadoù-Unanet « Abalamour d'o strivoù a-benn sevel ha skignañ muioc'h a didouroù a-zivout ar c'hemmoù degaset en hin gant mab-den, ha diazezañ an disentezioù a zo rekis evit stourm ouzh ar c'hemmoù-se. »
  Bodad etregouarnamantel war kemmadur an hin   Suis
2008   Martti Ahtisaari   Finland « abalamour d'e strivoù bras, war meur a gevandir hag e-pad pelloc'h eget tregont bloavezh, a-benn diskoulmañ kenniñvoù etrebroadel. »
2009   Barack Obama    Stadoù-Unanet « Abalamour d'e strivoù bras-divent da greñvaat an diplomaterezh etrebroadel hag ar c'henlabour etre ar pobloù. »
2010   Liu Xiaobo   Sina « Abalamour d'e stourm hir ha difeuls evit gwirioù diazez mab-den e Sina. »

Bloavezhioù 2010 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
2011   Ellen Johnson-Sirleaf   Liberia «Abalamour d'o stourm difeuls evit surentez ar merc'hed hag evit gwirioù ar merc'hed da gemer o ferzh leun e sevel ar peoc'h. »
  Leymah Gbowee   Liberia
  Tawakkul Karman   Yemen
2012   Unaniezh Europa   Unaniezh Europa « Abalamour m'he deus kaset war-raok, e-pad ouzhpenn 60 vloaz, ar peoc'h hag an divroc'h, an demokratelezh ha gwirioù mab-den en Europa. »
2013   Aozadur evit Berzañ an Armoù Kimiek « Abalamour d'e strivoù bras-kenañ a-benn dispenn an armoù kimiek. »
2014   Kailash Satyarthi   India « Abalamour d'o stourm a-enep korvoerezh ar vugale hag ar yaouankizoù, hag evit gwir an holl vugale da gaout deskadurezh. »
  Malala Yousafzai   Pakistan
2015   Pevarad ar C'hendiviz Broadel e Tunizia   Tunizia
2016   Juan Manuel Santos   Kolombia
2017   International Campaign to Abolish Nuclear Weapons
2018   Denis Mukwege   Kongo (RD)
  Nadia Murad   Tunizia « Abalamour d'o strivoù evit lakaat termen da implij ar feulster revel evel un arm-brezel »
2019   Abiy Ahmed   Etiopia « Abalamour d'e strivoù evit degas peoc'h ha kenlabour etrebroadel, ha pergen abalamour d'e gentodenn evit lakaat termen d'ar brezel a-zivout an harzoù gant Eritrea amezek »
2020   World Food Programme   Italia « Abalamour d'e strivoù evit stourm ouzh an naonegezh, d'e zegasadennoù evit gwellaat aozioù ar peoc'h e takadoù ma'z eus brezel ha d'e strivoù evit mirout na vefe arveret an naonegezh evel un arm-brezel »

Bloavezhioù 2020 kemmañ

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
2021   Maria Ressa   Filipinez « Abalamour d'o strivoù evit mirout ar frankiz eztaoliñ, a zo rekis evit an demokratelezh hag ar peoc'h padus. »
  Dmitry Muratov   Rusia
2022   Ales Bialiatski   Belarus « Evit ar gevredigezh keodedel e ra loeridi Priz Nobel ar Peoc'h en o bro.

E-pad meur a vloaz o deus broudet ar gwir da vurutellañ ar galloud ha da wareziñ gwirioù-diazez ar geodedourien.
En un doare dibar o deus strivet evit teuliaduriñ torfedoù-brezel, mestaolioù ouzh gwirioù mab-den ha drougarverioù beli.
A-gevret e tiskouezont pouezusted ar gevredigezh keodedel evit ar peoc'h hag an demokratelezh. »

Мемориал Memorial   Rusia
Center for Civil Liberties   Ukraina
2023   Narges Mohammadi   Iran « Abalamour d'he stourm enep mac'homerezh ar maouezed en Iran ha d'he stourm evit kas war-raok gwirioù mab-den ha frankiz an holl dud. »

Daveoù kemmañ