Proviñs Massa-Carrara
Proviñs Massa-Carrara zo ur broviñs en Italia, e rannvro Toskana. Massa eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ anezhi, ha Carrara eo an eil vrasañ.
Istor kemmañ
Savet eo bet ar broviñs diwar dugelezh Massa ha priñselezh Carrara, anvet ivez dugelezh Massa ha Carrara, a oa dalc'het gant an tiegezh Malaspina.
Goude marv an dugez Maria Beatrice d'Este e 1829 e voe staget an div Stad ouzh dugelezh Modena, a voe staget ouzh rouantelezh Piemonte e 1859.