Quattrocento a zo berradur mille quattrocento en italianeg, eo an anv a vez roet er yezh-se d’ar bloavezhioù 1400, da lavarout eo d’ar XVvet kantved. Kemm bras a c’hoarvez en Italia, fae a reer war an tremened, war ar Grennamzer, lakaet da oadvezh an diouiziegezh.

Gant emgann San Romano e-pad ar c’h-Quattrocento, livet gant Paolo Uccello, e krog berzh kêr Firenze hag he marc’hadourion en Europa.

Milano kemmañ

E 1450 e Milano, war-lerc’h trec’hadennoù Francesco Sforza, e tremenas ar galloud eus daouarn ar re Visconti da re Sforza. Ludovico Sforza a c’houlennas digant Leonardo da Vinci sevel dezhañ un delwenn anezhañ war varc’h, evel d’an impalaerien roman, a-benn diverkañ ar soñj eus al lignez a oa bet en e raok. Ne vo savet nemet rakskeudennoù eus an delwenn

 
Kartenn bolitikel eus ledenez Italia war-dro 1494.

Venezia kemmañ

Astenn he galloud a ra kêr Venezia e-maez Mor Adria betek Kreta ha Kiprenez en 1489, ha sevel Kevre Venezia.

Firenze kemmañ

Dindan levezon an tiegezh Medici e Firenze e vleugn an arzoù. Gwareziñ hag arc'hantañ arzourien veur, evel Paolo Uccello ha Fra Angelico, a vez graet gant Cosimo de' Medici. astenn a ra Firenzehe galloud war Toskana, ha trec'h eo war he c'hevezerez Pisa en 1406. E 1494 koulskoude, dindan Piero II de' Medici, e tegouezh arme c'hall ar roue Charlez VIII, en hent war-du Naplez. Harluet eo ar Medici eus Firenze. Klask a ra Girolamo Savonarola sevel an doueveliouriezh er geoded.

Stadoù ar Pab kemmañ

En 1501 e klaskas Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, gant harp e dad, kemer ar galloud e Romagna


Arz kemmañ

Arzourien kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ