Rachel Bromwich, pe Rachel Amos (hec'h anv plac'h yaouank), ganet e Hove (Bro-Saoz) e 1915 ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 2010, zo ur skolveuriadez saoz hag he deus labouret war lennegezh kembraek ar Grennamzer.

E 1938 e teuas da Gembre, da Skol-veur Bangor, da studiañ gant ar c'helenner Ifor Williams. Eñ eo a ginnigas dezhi embann he labour diwar-benn triadoù Enez Vreizh. E 1939 e timezas da John Bromwich hag ur mab o deus.

He labour kemmañ

Brudet-bras eo he labour war Trioedd Ynys Prydain, embannet e 1963 hag adembannet e 2005, ha war barzhoniezh Dafydd ap Gwilym.

Embannadurioù kemmañ

  • Aspects of the poetry of Dafydd Ap Gwilym: collected papers (1986)
  • Medieval Welsh literature to c.1400, including Arthurian studies: a personal guide to University of Wales Press publications
  • Tradition and innovation in the poetry of Dafydd ap Gwilym (1967)
  • Trioedd Ynys Prydain (1963, adembannet e 2006)

Levrlennadur kemmañ

  • Morgan, Gerald (2005) "A Scholar of Early Britain: Rachel Bromwich (1915–)". In Chance, Jane, Women Medievalists and the Academy pp. 769–781. University of Wisconsin Press. ISBN 0299207501.