Ar Raktres Xanadu zo ur raktres savenn kelaouiñ hag ar c'hentañ doare Hypertext krouet e 1960. Ar pal a oa reiñ an tu da eskemm prim roadennoù niverennel. Ar raktres a oa bet ijinet gant ar sokiologour stadunanat Ted Nelson, ur rakweler a-fed istor an teknologiezhoù hag ar c'helaouiñ. Ar ger Hypertext a zo bet savet gantañ e 1965.

Diaes e oa bet sevel ar Raktres Xanadu. Ar grouidigezh a oa bet gorrek, hag a-benn ar fin e oa bet distroadet gant an Hypertext Transfer Protocol (HTTP), un diaz eskemm simploc'h hag aesoc'h da sevel. Buan e oa en em strewet dre ar bed, ur wech echuet ar sevel.