Raoul Hausmann (12 a viz Gouere 1886 e Vienna – 1 a viz C’hwevrer 1971 e Lemojez) a oa un arzour dada.


E vuhez kemmañ

Raoul Hausmann a zo bet ganet e Vienna e 1886. E 1918 e voe e-touez krouerien dada e Berlin. Er memes koulz ec’h ijinas ar pegadurioù luc’hskeudennoù hag ar barzhonegoù optofonetek. Unan eus arzourien bouezusañ dada eo bet, hag e lakaas degemer e wreg, Hannah Höch hec’h anv, er strollad. Mignon bras da Johannes Baader e voe ivez. Gwech ebet ne blegas dirak ar bolitikourien ha kalz testennoù politikerezh a lakaas embann, rak fellout a rae dezhañ e oa kilstourmerien ar bolitikerien, ar re gozh koulz hag ar re yaouank. “Mab-den nevez ar rank bezañ kalonek a-walc’h evit bezañ nevez” en deus skrivet, hag hervezañ ne oa ket gwall zisheñvel an tu-kleiz dispac’hour diouzh ar strolladoù politikel all. Etre 1920 ha penn-kentañ an eil brezel-bed e tapas kalz luc’hskeudennoù hag e skrivas kalz ivez. Ur romant a skrivas, Hyle e ditl, ha tammoù anezhañ a voe embannet er gelaouenn Luna-Park. Mont a reas da repuiñ da Peyrat-le-Château e-kerzh an Eil Brezel-bed, hag e 1944 en em stalias e Limoges. Eno e chomas betek e varv e 1971. Liesseurt eo oberenn Hausmann : livadurioù, pegadurioù, pegadurioù luc’hskeudennoù, luc’hskeudennoù ha delwennoù. Ul levr eñvorennoù en deus skrivet ivez, Lizheroù Dada e ditl (embannet gant Eric Losfeld e 1958, hag adembannet gant Allia).

Levrlennadur kemmañ

  • Raoul Hausmann, Sensorialité excentrique – Eccentric Sensoriality, embannet gant Les presses du réel, 2002

Liamm diavaez kemmañ