Raoul Villain, ganet e Reims d'an 19 a viz Gwengolo 1885 ha drouklazhet en Ibiza d'ar 16 a viz Gwengolo 1936, a oa ur studier broadelour gall, brudet evit bezañ bet drouklazhet Jean Jaurès, d'an 31 a viz Gouhere 1914, dres a-raok ma krogfe ar C'hentañ Brezel-bed. Sklaer eo bet e oa kablus eus ar muntr, eñ e-unan en devoa anzavet an torfed, met en desped da-se e oa bet lakaet digablus e-pad e prosez e 1919 dre ma oa un aergelc'h broadelour ha brezelour dirollet er vro e-pad ar brezel.

Poltred prizoniad Raoul Villain

Marv kemmañ

Tennet e oa bet warnañ en Ibiza gant izili ur vezen anarkourien d'an 13 a viz Gwengolo 1936 ha marvet e oa tri devezh war-lerc'h. Un nebeud devezhioù a-raok e oa bet lazhet 144 den war an enezenn.