Ur pennad Rastell (stered) zo ivez.

Ur rastell (diwar ar ger latin rastellum) zo ur benveg dantek da zastum ha da verniañ traoù a zo war an douar: louzoù, deil ha teil. Disheñvel avat eo ar rastelloù hervez petra a vez graet ganto.

  • rastilli berr o dent a vez da rastellat an douar, goude palat;
  • rastilli hir o dent a vez da rastellat delioù pe geot troc'het en ur park
Rastell ouzh ur voger.
Rastell goad, da zastum foenn

Rastellat a vez lavaret pa vez dastumet traoù gant ur rastell.

Rastell pe rozell kemmañ

E-lec'h ur rastell e c'haller implij ur rozell evit rozellat traoù zo, evel kaoc'h en ur c'hraou.

Araokaat kemmañ

Er bloavezhioù diwezhañ ez eus bet klasket lakaat an dud da zilezel rastell ha skubell evit ober traoù zo. Evit skubañ ha rastellat deil ar gwez ez eus erruet deomp ur mekanik trouzus, bouzarus ha saotrus, anvet skarzherez-delioù .

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Rastell er
wikeriadur, ar geriadur frank.