Reizhskrivadur untonel


Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ϐ
Γ γ Δ δ
Ε ε ϵ Ζ ζ
Η η Θ θ ϑ
Ι ι Κ κ ϰ
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ϖ
Ρ ρ ϱ Σ σ ς
Τ τ Υ υ
Φ φ ϕ Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝ Ϙ ϙ
Ϛ ϛ Ͳ ͳ
Ͱ ͱ Ϸ ϸ
Ϻ ϻ

Ar reizhskrivadur untonel a zo anv doare-skrivañ ar gresianeg a-vremañ bet lakaet e pleustr evel doare-skrivañ ofisiel ar yezh e 1982 pa gemeras plas ar reizhskrivadur liestonel.

Kalz eeunoc'h hag aesoc'h da deskiñ ha da implijout eo ar sistem untonel evit an hini liestonel rak tostoc'h kalz eo diouzh doare-distagañ ar yezh a-vremañ ha dre ma vez implijet ur tired lemm nemetken evit diskouez lec'h an taol-mouezh kentoc'h evit an holl diakritikoù a veze implijet gwechall

Daoust na na veze ket implijet ar sistem liestonel e gresianeg klasel, ne voe ket degemeret mat ar sistem eeunoc'h nevez gant tud zo, ha dreist-holl gant Iliz Ortodoksel Gres, hag a gave dezhe difenn hengoun ar yezh dre chom hep implijour ar reizhskrivadur untonel.

Gwelet ivez kemmañ


  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.