Republik Ragusa zo ur stad hag a voe savet e kêr Ragusa (Dubrovnik hiriv) adalek ar XIVvet kantved.

Republik Ragusa

Istor kemmañ

Krouet e voe goude feur-emglev Zadar, d'ar 27 a viz Mezheven 1358, ha padout a reas betek aloubidigezh kêr gant an armeoù gall d'an 31 a viz Genver 1808. Gouarnet e veze gant ur rektor, dilennet bep miz, a veze o chom e palez ar rektor, ma ne wele na mignon na kar, a-hed ar miz.