Republik Sina (1912-1949)

Republik Sina (sinaeg : 中華民國, pinyin : Zhōnghuá Mínguó) a oa ur stad e reter Azia war douaroù kevandirel Sina etre 1912 ha 1949. Savet e oa bet ar Stad-se e miz Genver 1912 goude Reveulzi Xinhai, en devoa roet lamm d'an dierniezh Qing, tiegezh impalaeriel ziwezhañ Sina. Ar gouarnamant a oa skampet kuit da d-Taipei e 1949, ur wech trec'het garv ar C'huomintang e fin Brezel diabarzh Sina. Kentañ prezidant Republik Sina, Sun Yat-sen, a oa chomet un tammig amzer e penn ar vro a-raok lezel ar galloud gant Yuan Shikai, penn bras Lu Beiyang. E strollad, renet gant Song Jiaoren a oa bet trec'h e-pad dilennadegoù parlamantel Kerzu 1912. Song Jiaoren a oa bet lazhet nebeut amzer war-lerc'h hag ar gouarnamant a oa bet e dalc'h Lu Beiyang gant Yuan Shikai e penn an traoù. Etre fin 1915 ha penn-kentañ 1916, Yuan Shikai en doa klasket adsevel ar vonarkiezh met rediet e voe da reiñ e zilez abalamour da enebiezh kreñv ar bobl. Ur wech marvet Yuan Shikai e 1916, izili luskadoù el Lu Beiyang a grogas da vezañ dieupoc'h-dieupañ diouzh ofiserien al lu. Ouhzpenn klask dont da vezañ dieub e enebjont etreze dre emgannoù. El lajad amzer-se e oa aet gouarnamant Beiyang war wanaat dre un adsavidigezh eus an Dierniezh Qing.

Republik Sina (1912-1949)
marevezh istorel, bro istorel
Rann eusKevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Kevredidi an Eil Brezel-bed Kemmañ
Deiziad krouiñ1 Gen 1912 Kemmañ
Anv er yezh a orin中華民國大陸時期, 中華民國, Tiong-hoâ Bîn-kok, Chûng-fà Mìn-koet Kemmañ
Perzhiad eBrezel ar Meurvor Habask, Brezel Sina ha Japan, Sino-Soviet conflict, Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
Yezh ofisielStandard Taiwanese Mandarin, Old National Pronunciation Kemmañ
KevandirAzia Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entityRepublik Pobl Sina, Republik Sina Kemmañ
Lec'hiadurSina Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°0′0″N 110°0′0″E Kemmañ
Renad politikelRepublik Kemmañ
Ezel eusKuzul Surentez ar Broadoù Unanet, Aozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
Moneizyuan Kemmañ
A zo stok ouzhImpalaeriezh Japan Kemmañ
Heuliet gantRepublik Pobl Sina Kemmañ
Erlec'hiañ a raTierniezh Qing, Mandchoukouo, Imperial China Kemmañ
Yezh implijetmandarineg Kemmañ
Darvoud-alc'hwezXinhai Revolution Kemmañ
Deiziad divodadur7 Kzu 1949, 1971 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of the Republic of China Kemmañ
Istorhistory of the Republic of China Kemmañ
Map
Banniel Sina implijet betek 1928
Skoedoù ardamez Republik Sina
Banniel Republik Sina adalek 1928

E 1921, ar C'huomintang (KMT), gant Sun Yat-sen e penn ar strollad, a save ur gouarnamant enebet e kêr Canton, e Proviñs Canton, asambles gant ur strollad nevez o tiwanañ, Strollad Komunour Sina. Ekonomiezh Norzh Sina, gant tailhoù uhel spontus evit reiñ harp d'ar vistri brezel, a gouezhe en he foull etre 1927 ha 1928. Ar Jeneral Tchang Kai-chek, deuet da vezañ penn ar KMT goude marv Sun Yat-sen, en devoa roet lañs da Aloubadeg an Norzh e 1926 evit flastrañ gouarnamant Beiyang, ar pezh a voe echuet e 1928. E miz Ebrel 1927, Tchang a save ur gouarnamant broadelour e Nanjing, hag a lazhadege komunourien Shanghai. Ar strollad komunour sinaat a voe rediet neuze da vont gant hent ur guerrilla, kroget e oa Brezel diabarzh Sina.