Republik Sokialour Labourerion Finland

Ur Stad Komunour berrbad e oa Republik Sokialour Labourerion Finland bet krouet da heul un dispac'h sokialour d'ar 18 a viz Genver 1918 e Finland goude an Dispac'h bolchevik e Rusia. Kaset e oa bet da benn an dispac'h gant tuad stourm Strollad Sokialour Demokratel Finland dreist-holl gant Otto Ville Kuusinen en e benn. Savet e oa bet ur gouarnamant, anvet Kuzul Kannaded ar Bobl, hag a grogas da vreutaat diwar-benn ur feur-emglev mignoniezh gant Rusia Soviedel, bet sinet e Petrograd d'ar 1 a viz Meurzh. En em staliañ a reas Republik Sokialour Labourerion Finland e su ar vro nemetken ha mont a reas da get e miz Ebrel 1918 pa oa bet trec'h ouzh ar Warded Ruz ar Warded Wenn, gant skoazell Impaelouriezh Alamagn da geñver Brezel Diabarzh Finland.

Tachenn dalc'het gant Republik Sokialour Labourerion Finland en deroù an brezel diabarzh

Levezonet-don e oa bet ar Vonreizh raktreset evit ar Republik Sokialour gant ar sokialdemokratelezh, diazezoù frankizour Disklêriadur Dishualded ar Stadoù-Unanet gant sistem ar c'hantonoù lakaet e pleustr e Suis. Pal pennañ ar republik e oa adwelet doare mont en-dro ar gevredigezh dre lakaat da dalvezout un demokratelezh parlamantel diazezet war an emrenerezh broadel ha divizoù ar bobl. Daoust ha ma vezent brudet a-walc'h d'ar mare-se ne oa ket komz eus diktatourelezh ar proletariad nag eus lakaat ar servijoù foran hag an armerzh da zont da vezañ dindan beli ar galloudoù foran ar gouarnamant.

Disheñvel a-walc'h e oa an emsavadeg bet kaset da-benn e Finland diouzh Dispac'h Miz Here pe c'hoazh diouzh meur a emsavadeg all a zegouezhas dre Europa a-bezh, evel da skouer Republik Soviedel Hungaria pe Republik Soviedel Munich.

E dalc'h Rusia Soviedel e oa ar Republik yaouank ha sur-mat, ma vije bet tu dezhi da vont pelloc'h, e vije aet war un hent mui-ouzh-mui levezonet gant ar volchevegezh.

Mont a reas da get ar Republik e-kreiz ar Brezel Diabarzh ha lazhet e voe meur a ezel eus ar Strollad Sokial Demokratel hag en em disrannañ a reas ar strollad, bet savet Strollad Komunour Finland diwar unan eus an tuadoù gant Kuusinen ouzh e benn e repu e Moskov.

Gwelit ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ