Republik islamek a reer eus meur a stad er bed muzulman, en o zouez, Pakistan, Iran, Afganistan ha Maouritania. Kemerout a reas Pakistan an titl en e vonreizh e 1956, Maouritania d'an 28 a viz Du 1958 hag Iran goude Dispac'h islamek 1979. D'ur republik islamek eo aet Afganistan goude diskar gouarnamant an Dalebaned. Daoust m'o deus an holl riezoù-se an hevelep titl ez eo disheñvel-bras o doare gouarnamant avat.