Rhiannon ferch Hyfeydd Hen (Rhiannon merc'h Hyfeydd Kozh) zo ur vaouez a zo anv anezhi er Mabinogi kembraek. Meneget eo er c'hentañ eo dimezet gant Pwyll, hag en trede skourr gant Manawyddan. Lenneion zo a lavar eo kevatal d'an doueez Epona, doueez ar c'hezeg, e relijion Galia.

Rhiannon o varc'hegañ, skeudenn eus ar Mabinogion, levr Charlotte Guest, eil embannadur e 1877)

Gerdarzh kemmañ

Dont a rafe hec'h anv eus ur wrizienn rakkeltiek *Rīganto-n-ā, da lavarout eo Rigantona, pe « Rouanez Veur » ; da geñveriañ gant rhiain « plac'h » e kembraeg ha rígain « rouanez » e heniwerzhoneg.

Ar mojennoù kemmañ

Er skourr kentañ kemmañ

Er skourr kentañ eus ar Mabinogi, Pwyll Pendefig Dyfed, emañ Pwyll o tegouezhout gant ur plac'h kaer gwisket en aour war ur marc'h gwenn. Kas a ra e goskor d'he zapout met kazeg a reont. Ha teir gwech evel-se. Hag eñ war he lerc'h. Gervel anezhi a ra p'emañ war e varc'h o vont da vervel gant ar skuizhnez dindanañ. Ha hi da chom a sav d'ober kaoz gantañ. Lavarout a ra hec'h anv, Rhiannon, kontañ a ra ez eo tec'het eus ti he zad, a fell dezhañ he dimeziñ d'un den anvet Gwawl (pe Gwawl fab Clud), en desped dezhi. Disklêriañ a ra e kar Pwyll hag e fell dezhi dimeziñ gantañ. A-du emañ Pwyll, a-benn bloaz e vo an eured.

Dimeziñ a ra Pwyll ha Rhiannon. Pevar bloaz goude eo ganet o mab Pryderi. En noz goude dezhañ bout ganet n'en kaver ket ken. Skrapet eo bet. Dievezh eo bet mitizhien Rhiannon, spontet int, hag evit mirout a vezañ tamallet e skuilhont gwad ur c'hi bihan war Rhiannon o kousket. Tamallet eo Rhiannon da vezañ lazhet mab ar roue. Evel pinijenn eo kondaonet da chom en he c'hoazez ouzh perzhier kêr e-pad seizh vloaz, ha ret dezhi kontañ he zorfed d'ar weladennerien hag o dougen war he chouk betek kêr.

A-benn pevar bloaz setu Ternon Twryf Lliant o tont da deurel un tamm sklêrijenn war an istor. Bep bloaz e hale e gazeg met kenkent e veze skrapet an ebeul nevez-c'hanet gant un euzhvil. Pevar bloaz kent en devoa arsailhet an euzvil ha troc'het ur pav outañ. Er marchosi en devoa kavet ur bugel hag a oa bet advabet gantañ, hag anvet Gwri Gwallt Euryn.

Mab Pwyll ha Rhiannon eo Gwri Gwallt Euryn ha tennet eo ar binijenn.

Manawyddan kemmañ

En eil kontadenn, marvet Pwyll, emañ e vab Pryderi o ren. Dimezet eo da Gigva. Rhiannon zo dimezet da Vanawyddan Fab Llyr, un priñs mignon d'he mab. E-kreiz ur varc'hekadenn war torgenn Narberth e kouezh un nivlenn hud war ar vro, distrujet ar vuhez ganti, ha ne chom nemet daou goublad.

Levrlennadur kemmañ

  • Ifor Williams, Pedeir Keinc y Mabinogi, Kerdiz, 1930. Adembannet meur a wech.