Rhisiart Hincks, bet ganet d'an 9 a viz Ebrel 1954 e Leicester e-kreiz Bro-Saoz, a zo kelenner e Skol-Veur Aberystwyth e Kembre hag ur skrivagner brezhonek, kembraek ha saoznek.

Buhez[1] kemmañ

Studioù kemmañ

Adal e 10 vloaz e tremenas bep bloaz e vakañsoù hañv e Kembre e-lec'h ma reas anaoudegezh gant ar c'hembraeg. Lakaat a reas neuze en e soñj deskiñ ar yezh-se gant levrioù ha gant kentelioù skignet dre ar skingomz. Kenderc'hel a reas gant studi ar c'hembraeg e Skol-veur Aberystwyth, hag e 1975 e tapas an aotreegezh war al lennegezh kembraek. Eno e teskas brezhoneg ivez dre gentelioù Rita Morgan Williams ha dont a reas da Vreizh da c'houde da heuliañ stajoù brezhoneg, e Plouared, e Treger peurgetket.
E 1979 e tisoc'has e vestroniezh diwar-benn ar barzh, kazetenner hag embanner E. Prosser Rhys, hag e 1982 e tapas e zoktorelezh gant un dezenn diwar-benn istor ar studioù keltiek hag ar brezhoneg betek dibenn an XIXvet kantved}}.

Kelennadurezh ar brezhoneg hag ar c'hembraeg kemmañ

E 1978 e teuas da vezañ kelenner e kevrenn gembraek Skol-veur Kembre en Aberystwyth e-lec'h ma kelennas istor ar c'hembraeg, hag ar brezhoneg a-vremañ dre ar c'hembraeg. Ober a rae ivez war-dro ar c'hentelioù kembraeg dre ar brezhoneg evit Skol Ober. Kenskriver ar geriadur liesyezhek en linenn Logos eo evit ar c'hembraeg, ha kuzulier evit an aozadur Cymdeithas y Cyfieithwyr (Kevredigezh an Droerien).
Skrivañ a ra er gelaouenn Al Lanv ha ren a ra ar gelaouenn divyezhek brezhoneg ha kembraeg Newyddion Llydaw/Keleier Breizh.

Buhez prevez kemmañ

Dimezet eo bet div wezh ha pevar bugel en deus : Banon, Mabon, Cynon ha Rhiannon.

Luc'hskeudennoù kemmañ

Lakaat a ra luc'hskeudennoù war al lec'hiennoù Ipernity ha Flickr.

Enorioù kemmañ

E 2007 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.

Skridoù kemmañ

  • E. Prosser Rhys 1901-45, Llandysul, 1980
  • Geriadur kembraeg-brezhoneg/Geiriadur Cymraeg-Llydaweg, Mouladurioù Hor Yezh, Lesneven, 1991; eil emb. 1997
  • Alc'hwez d'ar c'hembraeg/Allwedd i'r Gymraeg, Plufur, 1992
  • Geiriau Llydaweg a Fabwysiadwyd gan y Geiriadurwyr Thomas Jones, Iolo Morganwg, William Owen Pughe ac eraill, Aberystwyth, 1993
  • I Gadw Mamiaith mor Hen, Llandysul, 1995
  • Per Denez, I arall Fyd, troet gant Rhisiart Hinks diwar En tu all d'an douar hag an neñv, Llanrwst, 1997
  • Yr Iaith Lenyddol fel Bwch Dihangol yng Nghymru ac yn Llydaw/The Literary Language as a Scapegoat in Wales and in Brittany, Aberystwyth, 2000
  • Kentelioù Brezhoneg Diazez/Cwrs Llydaweg Sylfaenol, Aberystwyth, 2001
  • Geriadurig brezhoneg-kembraeg, Yoran Embanner
  • Meur a bennad embannet e-barzh Al Lanv

Daveoù kemmañ

  1. Kemennadenn Skol Uhel ar Vro 11-10-2007 ABP