Hywel Rhodri Morgan (29 Gwengolo 193917 Mae 2017) zo ur politikour kembreat. Kentañ Ministr Bodadenn Vroadel Kembre eo abaoe an 9 a viz C'hwevrer 2000. Kemeret en deus lerc'h Alun Michael, ha neuze ez eo an eil den zo e penn Bodadenn vroadel Kembre abaoe m'eo bet savet.

Rhodri Morgan
Rhodri Morgan

E vuhez kemmañ

Ganet e oa bet e 1939, mab da T. J. Morgan a oa kelenner kembraeg er skol-veur. Kembraeger eo Rhodri Morgan eta. Graet en deus e studioù e skolioù-meur Oxford ha Harvard. Labouret en deus evel kargiad. E 1987 e oa bet dilennet evit ar wech kentañ da gannad e Ti ar C'humunioù (Member of Parliament) evit pastell-vro Cardiff West, en anv Strollad al Labour.

Politikerezh kemmañ

Goude-se e oa bet dilennet e Bodadenn Vroadel Kembre e 1999. E miz C'hwevrer 2000 e oa bet dilennet e penn Strollad al Labour e Kembre, ha d'ar 16 a viz Here 2000 e oa deuet da vezañ Kentañ ministr Kembre, war-lerc'h Alun Michael en doa roet e zilez. D'an 29 a viz Gwengolo 2009 en doa embannet Rhodri Morgan e roe e zilez eus e bost, dre ma oa o paouez kaout 70 vloaz[1]. Carwyn Jones zo bet dilennet gant izili Strollad al Labour e Kembre da gemer e lec'h.

Notennoù kemmañ

  1. http://news.bbc.co.uk/1/hi/wales/wales_politics/8283538.stm