Ricciarda di Saluzzo

Ricciarda di Saluzzo (1410 – Ferrara, 1474) a oa markizez Ferrara en Italia er XVvet kantved.

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Tommaso III, markiz Saluzzo ha d'ur gontez c'hall, Marguerite de Pierrepont, merc'h da Ugo de Pierrepont, kont Roncy ha Braine.

E 1429 e oa 17 vloaz pa zimezas da Niccolò III d'Este, 47 vloaz dezhañ. E drede pried e oa-hi, goude Gigliola da Carrara ha Parisina Malatesta.

Daou vab o doe:

 
Kastell an Duged e Ferrara

Mervel a reas Niccolò e 1441. O mab Ercole an hini a dleje bezañ bet anvet da zug neuze. Dezhañ e voe roet ar varkizelezh, ha Leonello d'Este, ar mab bastard, an hini a voe lakaet da zug, hervez testamant o zad[1]. Leonello a bellaas Ercole ha Sigismondo diouzh Ferrara, hag o c'hasas da lez Napoli, gant o mamm[2]. Goude Leonello e renas e vreur Borso. Da varv Borso eo e teuas Ercole a-benn da gaout an dugelezh[3]..

Notennoù kemmañ

  1. https://web.archive.org/web/20070312023830/http://www.storiaviva.it/arruolamento_compagnia_di_san_pietro/lionello_d_este_350.htm
  2. http://www.comune.fe.it/annodonna/introduzione.html
  3. http://rosastanton.blogspot.com/2008/01/come-rose-dinverno.html