Rio Grande (Norzhamerika)

Evit sterioù all ar ger Río Grande, gwelit ar bajenn disheñvelout.

Ar Río Grande hag an adstêrioù

Ar Rio Grande, anavezet evel Río Bravo del Norte pe Río Bravo e Mec'hiko (dreist-holl evit al lodenn en ardraoñ d'ar c'hember gant ar Río Conchos), Tooh Baʼáadii e navac'hoeg, Kótsoi en apacheg jicarilla, zo ur stêr hir ha bras, 3 037 km hed dezhi, hag emañ hec'h andon e Colorado e SUA. War he 2 018 km diwezhañ, adalek El Paso, Texas, e talvez da harzoù naturel etre ar Stadoù-Unanet ha Mec'hiko. Aberiñ a ra e pleg-mor Mec'hiko.

Stadoù kemmañ

Eieniñ a ra e Colorado, treuziñ New Mexico, redek etre Texas en hanternoz dezhi ha Chihuahua, Coahuila, Nuevo León, ha Tamaulipas er c'hreisteiz.

Douaroniezh kemmañ

Eieniñ a ra ar Rio Grande e menezioù San Juan, e Colorado ha diskenn a ra dre traoñienn San Luis war-zu ar c'hreisteiz en ur dremen dre Albuquerque ha Las Cruces betek El Paso. 607 965 km² zo d'an diazad doureier, kement ha broioù evel Botswana pe Ukraina.

Adstêrioù pennañ kemmañ

E SUA
E Mec'hiko

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.